Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Skiant ha pleustr ar bleinan kevredigezhioù tud (broad, Stad). Ul levr politikerezh. 2. Hollad aferioù kevredik ur Stad hag an darvoudoù stag outo. Bed ar politikerezh. & Emell ouzh aferioù ar galloud ; stourm, kevezerezh ar strolladoù politikel an eil ouzh egile. Ober politikerezh. HS. politikaj. II. G. Doare politikerezh (I1). Ur politikerezh mat, fall. Politikerezh arvarus.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Bezañ ez eus en hon touez un diaezamant er spered, er c'henwerzh, dreist-holl er politikerezh, na c'houller ket anavezout e Bro-C'hall.

1911
Référence : PSEP p V

Ar politikerezh a oa, evel-just, diazez ar c'haozioù.

1944
Référence : EURW.1 p83

Montroulez a oa ur gêr na veve an dud enni nemet evit ar politikerezh ha dre ar politikerezh.

1944
Référence : EURW.1 p84

N'eus ket da vezañ sebezet dreistkont gant seurt hevelebiezh pa ouier pegen stank e oa an darempredoù etre an daou du da vor Breizh, darempredoù sevenadur, kenwerzh ha politikerezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Dedennet eo gant an enklaskoù war ar politikerezhioù enbroañ (en o zouez ar rekour d'al labourerien estren berrbad).

2014
Référence : MINOB p14

Muioc'h-mui ivez eo un doare da uhelaat ar stadegoù kousto-pe-gousto, evel m'eo bet broudet ar boliserien d'ober gant politikerezh Nicolas Sarkozy.

2015
Référence : DISENT p167

D'ar c'houlz-se [er bloavezhioù 1930] e oa krog ar republik da sevel ar fichennoù, an diforc'hioù hag ar c'hampoù zoken hag a roas an tu da Vichy da gas e bolitikerezh deportiñ da benn goude-se.

2015
Référence : DISENT p168

40 stourmer deus Europa a-bezh, peoc'hgarourien anezhe, o doa asantet talañ ouzh ar boliserien evit ensellañ bon an arme ha klask sachañ evezh ar brasañ niver war ur politikerezh a veze koachet oute.

2015
Référence : DISENT p16

Met an holl anezhe a zo embregerion pe alvokaded veur. War-bouez un anv hag a zo liammet gant ar politikerezh.

2015
Référence : EHPEA p112

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux