poupig
Ur grennardenn a oa ar Werc'hez, met ger ebet n'he devoa da lavarout, o vezañ ma'z oa kalz re abaf, ha netra d'ober nemet derc'hel war he barlenn ur poupig graet gant pilhoù, ur « Mabig Jezuz » hogos ken bras ha hi.
E gwirionez, gallet he divije tapout Viktor Emmanuel war he barlenn da vezurat evel ur c’hrennard pe ur poupig, en desped d’e selloù dalc’hmat fuloret, d’e abrantoù stank d’an daou lost malard [sic, mailhard] dindan e fri.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-
Mots précédents
Mots suivants
poupig