Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Babig. Ur poupig koant. [1954] Ur grennardenn a oa ar Werc'hez, met ger ebet n'he devoa da lavarout, o vezañ ma'z oa kalz re abaf, ha netra d'ober nemet derc'hel war he barlenn ur poupig graet gant pilhoù, ur « Mabig Jezuz » hogos ken bras ha hi. & Trl. Poupig ar galon : moumoun. & Ti poupiged : ti ma reer war-dro ar vugale vihan war an deiz. HS. krouadur, poupenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

poupig

1931
Daveenn : VALL pg bébé

Ur grennardenn a oa ar Werc'hez, met ger ebet n'he devoa da lavarout, o vezañ ma'z oa kalz re abaf, ha netra d'ober nemet derc'hel war he barlenn ur poupig graet gant pilhoù, ur « Mabig Jezuz » hogos ken bras ha hi.

1954
Daveenn : VAZA p.24

E gwirionez, gallet he divije tapout Viktor Emmanuel war he barlenn da vezurat evel ur c’hrennard pe ur poupig, en desped d’e selloù dalc’hmat fuloret, d’e abrantoù stank d’an daou lost malard [sic, mailhard] dindan e fri.

1954
Daveenn : VAZA p.138

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg