Ger a zistager e-ser un nac'hadenn, a-raok pe da heul ur ger dismegañsus bnk. e doare digarez.
« Salokras ! , emezi, amañ ne viot ket lojet ». E-pad m'edoc'h o roc'hal, salokras, evel ur pemoc'h.
HS. respet.
M. An Tad hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Mab hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Spered santel hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Hag i zo tri doue ? D. Salokras : rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se ned int nemet un Doue hepmuiken.
M. An Tat hag ên so Doué? D. Ya. M. Ar Map hag ên so Doué? D. Ya. M. Ar Speret santel hag ên so Doué? D. Ya. M. Hag y so tri Doué? D. Sallocras : rac peguement benac c'hoas e vent tri Person, an tri Person-se evit-se ne dint nemet un Doué hep muy quen.
1677
Référence :
Do.
p15
M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.
M. Goude ma endeus consacret ar Belec, ar pez so en Hosti hag ên so bara, na guin ar pez so er C'halizr? D. Sallocras, rac e vertuz ar c'hompsou sacr pere à brononç ar Belec, ezeo changet ar bara e Corf hon Salver biniguet, hag ar guin en e Oat precius, hag an dra man à rer en Offeren.
1677
Référence :
Do.
p45
M'ho ped, o person, salokras, Da benn, hep si, an traoù da gas, Touiñ ' dleit sentidigezh, 'Raok sinañ, d'an Urzhidigezh.
M'ho ped, o person, salokras, Da benn, hep si, an traou da gas, Toui ' dleit sentidigez, 'Raok sina, d'an Urzidigez.
1960
Référence :
PETO
p19
Salokras, aotrou, din ne fell / E gwall fazi ho leuskel pell.