Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ger a zistager e-ser un nac'hadenn, a-raok pe da heul ur ger dismegañsus bnk. e doare digarez. « Salokras ! , emezi, amañ ne viot ket lojet ». E-pad m'edoc'h o roc'hal, salokras, evel ur pemoc'h. HS. respet.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

salokras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nenny

salokras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sauf (vostre grace)

M. An Tad hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Mab hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Spered santel hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Hag i zo tri doue ? D. Salokras : rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se ned int nemet un Doue hepmuiken.

1677
Daveenn : Do. p15

M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1677
Daveenn : Do. p45

M'ho ped, o person, salokras, Da benn, hep si, an traoù da gas, Touiñ ' dleit sentidigezh, 'Raok sinañ, d'an Urzhidigezh.

1960
Daveenn : PETO p19

Salokras, aotrou, din ne fell / E gwall fazi ho leuskel pell.

1960
Daveenn : PETO p75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial