Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Komz a zistager pe jestr a reer dre sevended pe dre vignoniezh pa gejer ouzh ub. Ober ur salud d'ub. & Trl. Un taol salud : jestr a reer da saludiñ. & (en arme) Jestr a dalvez da saludiñ, anezhañ kas an dorn d'an ividig prl. Ur salud d'un ofiser. 2. Estl. PEMDEZ Demat ! Salud dit, salud deoc'h ! Salud tout an dud ! 3. RELIJ. Salud : salud ar sakramant, mare ma tenner an ostiv eus an armel sakr. Da bemp eur, ar c'hloc'h a grogas da seniñ evit ar salud. & Kroaz, plas ar salud : kroaz, plas ma touger bri d'udb. relijiiel.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

salud aour

1499
Référence : LVBCA p25, 172 (salud d-or [monnaie])

Ha pan oa kaset [Katell] d'al lec'h ordrenet evit-se ez c'horroas he daoulagad entreze ha 'n neñv oz ober orezon da gehelañ Doue en ur lavaret : O ! Jezuz gwir roue, enor ha gloar ar gwerc'hezed hag [e]sperañs ha salud ar gristenien.

1576
Référence : Cath p23-24

salud

1659
Référence : LDJM.1 pg salut

salud an ael d'ar Werc'hez

1732
Référence : GReg pg angelique

saludoù a rae d'an holl

1850
Référence : GON.II.HV pg salud

salud

1850
Référence : GON.II.HV pg salud

saludoù

1850
Référence : GON.II.HV pg salud

salud an Ael (d'ar Werc'hez)

1931
Référence : VALL pg (salutation) angélique

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Référence : EURW.1 p68

— « Salud, moereb ! » — « O ! deuet oc’h adarre, va nized ?

1944
Référence : ATST p.40

Kaniri a veze ivez (korioù) ken er c'hoariva, ken en oferennoù Sul hag er saludoù.

1944
Référence : EURW.1 p52

« Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro. Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.

1944
Référence : ATST p.121

An holl en em renkas e-kreiz ar porzh, dre glasoù, beleien yaouank a gemeras raktal ar c'hemenn, hag e oamp kaset d'ar chapel evit ar « salud ».

1944
Référence : EURW.1 p32

— « Salud, Lukaz ! » emezo. — « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? » Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.

1944
Référence : ATST p.13

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Référence : PETO p35

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Référence : PETO p35

Den ebet ne oa er gêr eviti, he salud ne gavas respont ebet, hag a-raok ma teuas ar goañv e ouie e oa bet divizet gant an holl hep trouz ebet hec'h anaoueañ.

2012
Référence : ADULT p. 193

Ha pelec'h kaout bod etretant ? Amañ ne oa oaled an dud a vor ebet. Arme ar Salud, marteze, pe un oaled evit ar merc'hed yaouank.

2023
Référence : DREAM p. 107

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux