salud
salud an Ael (d'ar Werc'hez)
Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.
— « Salud, moereb ! » — « O ! deuet oc’h adarre, va nized ?
« Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro. Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.
— « Salud, Lukaz ! » emezo. — « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? » Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.
Den ebet ne oa er gêr eviti, he salud ne gavas respont ebet, hag a-raok ma teuas ar goañv e ouie e oa bet divizet gant an holl hep trouz ebet hec'h anaoueañ.
Ha pelec'h kaout bod etretant ? Amañ ne oa oaled an dud a vor ebet. Arme ar Salud, marteze, pe un oaled evit ar merc'hed yaouank.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
saludiñ