Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Den a salv ub. C'hoarzhin ouzh e salverien a reas. 2. RELIJ. (gant ur bennlizherenn-dal) Anv roet da Jezuz-Krist. Salver ar bed. & Trl. Kent Hor Salver, goude Hor Salver : troiennoù a reer ganto - el levrioù awenet gant ar spered kristen dh. - evit reiñ da c'houzout ez eo deiziadet an darvoud-mañ-darvoud a-raok pe goude ganedigezh Jezuz-Krist; (berradur: k.H.S., g.H.S.). Er bloaz mil kent Hor Salver. 3. Estl. Termen a reer gantañ en estlammadelloù a laosker diwar souezh, mantr, h.a. Salver ! Salver benniget ! Salver Doue ! Salver Jezuz ! Salver Jezuz benniget ! Salver Jezuz 'ta ma Doue !

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

hon aotrou unan ha salver

1456
Référence : ISYK.I p108

salver

1499
Référence : LVBCA p179 (saulueur)

21. Ha dre okazion ma en devoe an tirant gourc'hemenet ez vefe daouzek dez hep dibriñ nag evañ, he Salver Jezuz-Krist a zigase ur goulm wenn a'n eñv pehini he repue a'r boued spirituel[.]

1576
Référence : Cath p18

29. Ha pan deuas da lavaret an dra-se d'an varc'heien arall ez respontzont dezhañ :[«]Ha ni zo ivez kristenien, prest da vervel evit an hanv hon Salver Jezuz-Krist[.»]

1576
Référence : Cath p23

Evit-se hi a lavaras veritablemant n'em eus bezet boued digant den, hagen gant ma Salver Jezuz-Krist.

1576
Référence : Cath p19

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehoù, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Référence : Do. p28 & 30

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

4. He c'halon drist a oa rannet / Gant un nec'hamant diremed, / Pa welas he mab o wadañ / War bleñchenn menez Golgota. / 5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ? / 6. Ha den a oufe hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ? / 7. Abalamour d'hor pec'hedoù / Er gwelas karget a boanioù, / Ha kannet-kriz gant skourjezoù / Adal ar penn bete ar plantoù.

1622
Référence : Do. p66

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Référence : Do. p66

M. Na pe evit tra c'hoazh ? D. Palamour maz ro hon salver binniget kalz a vadaoù hag a c'hrasoù en vertuz a'n sin-mañ pa en grer gant un gwir feiz.

1622
Référence : Do. p8

salver

1659
Référence : LDJM.1 pg Sauueur

14. C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.

1677
Référence : Do. p68

M. Petra ez eo an doktrin kristen? D. An hini en deveus bet desket deomp hon Salver Jezus-Krist pa veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz santel, katolik, apostolik, ha romen.

1677
Référence : Do. p7

Petra eo Sin ar C'hristen? / D. Sin ar Groaz, abalamour ma'z omp prenet enni gant hon Salver binniget JEZUS.

1677
Référence : Do. p7

Hon Salver a ziouganas da Sant Pêr, penaos a-barzh kan ar c'hilhog, e teuzje a-benn teir gwech d'e renoñsiañ, d'e zinac'h, d'e zianzavout.

1732
Référence : GReg pg (Nôtre Seigneur prédit à Saint Pierre qu'il le renieront trois fois, avant que le) coq (eût chanté)

Hon pec'hejoù o deus krusifiet hon Salver, staget, tachet hon Salver, ouzh ar groaz, dre voaien ar Yuzevien, dre zaouarn ar Yuzevien.

1732
Référence : GReg pg (nos pechez ont) crucifié (le Fils de Dieu, par les mains des Juifs)

goulennit, eme hon Salver, hag hoz pezo, hag ez resevot

1732
Référence : GReg pg demandez (& vous revevrez, dit Jesus-Christ)

dibriñ un drailhennig vara, hag evañ un tasad gwin, benniget gant ur ministr hugunot, e memor da hon Salver

1732
Référence : GReg pg (faire la) cène (Calviniste)

diskouezidigezhoù hon salver d'e ziskibled

1732
Référence : GReg pg apparition

hon Salver a rebeche d'ar Farizianed e c'hoantaent hag e klaskent gant re a studi hag a fouge ar plasoù kentañ e-barzh ar c'hompagnunezhoù

1732
Référence : GReg pg affecter

Hon Salver eo, evel ma lavarec'h, ar maen kognek, pe war hini eo fontet ha diazezet an Iliz

1732
Référence : GReg pg angulaire

pignidigezh hon Salver en neñv

1732
Référence : GReg pg ascension

donedigezh hon salver

1732
Référence : GReg pg avenement (le premier avenement de Jesus-Christ)

ned eus nemet Doue a vez mat ; eme hon Salver en Aviel, hervez Sant Vazhev, chabistr naontekvet

1732
Référence : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Référence : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

hon Salver en deus gouzañvet ar marv war Menez Kalvar, evit hon dasprenañ

1732
Référence : GReg pg (nôtre Seigneur a souffert la mort sur le mont de) calvaire (pour nôtre Redemption)

diwezhañ koan hon Salver gant e Ebestel, e-barzh ar goanlec'h

1732
Référence : GReg pg cène (le dernier souper du Sauveur avec ses Apôtres, dans le Cenacle)

diwezhañ koan hor Salver get e abostoled ebarzh ar Senakl

1732
Référence : GReg pg cène (le dernier souper du Sauveur avec ses Apôtres, dans le Cenacle)

hon Salver a rentas yec'hed da verc'h ar c'handener

1732
Référence : GReg pg (J.C. guerit la fille du) Centenier

lezenn hon Salver

1732
Référence : GReg pg christianisme (la Doctrine de Jesus-Christ, la Foi, la Religion Chrétienne)

Siseron alvokad ekselant, pe orator leun a lokañs, a varvas ur bloaz ha daou-ugent diaraok ginivelezh hon Salver

1732
Référence : GReg pg Ciceron (Orateur Romain mourut 41. ans avant la naissance de Nôtre Seigneur)

ne soner ket ar c'hleier d'ar Wener-ar-Groaz, pehini eo deiz kañvoù hon Salver ; rak gwechall n'edo ket ar c'hiz en Iliz da seniñ glaz

1732
Référence : GReg pg cloche (le jour du Vendredi Saint on ne sonne point les cloches ; parce qu'anciennement on ne les sonnoit point pendant le dueil)

Ur gwir gristen ne dle lakaat e enor hag e c'hloar nemet e kroaz hon salver.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Un véritable Chrétien ne doit se glorifier que dans la Croix de Jesus-Christ, comme l'Apôtre S. Paul.)

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Référence : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

ar Salver

1850
Référence : GON.II pg salver

salver

1850
Référence : GON.II pg salver, savétei, silvidigez

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Référence : EKG.I. p.172

D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...

1877
Référence : EKG.I. p.100

« Asa ! emeve, dre amañ ez eus c’hwez ar rost ! Ar sitoianed pe an diaoul a zo tremenet dre amañ, rak int-i hepken a c’hell bezañ, er c’hiz-mañ, bruzunet kroaz hor Salver ! Na petra a lavaran, ar sitoianed pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rak an diaoul a zo e kalon ar sitoianed, ha dre-se ez eont atav a-unan. »

1878
Référence : EKG.II p.37

— Perak e son hiziv ar c’hloc’h evel derc’hent ur gouel-berz ? a lavare ar person, souezhet-meurbet, d’e garabasenn, hag [a] fredone da heul ar c’hloc’h : Un arc’hael, a-berzh an Aotrou, A ziskennas eus an Neñvoù D’annoñs da Vari ’oa choazet Evit mamm da Salver ar bed.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

C’hoarzhin ouzh e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, ur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegezh-vat.

1924
Référence : SKET.II p.53

— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Da seizh eur abardaez, e sonen ar c’hloc’hig ouzh dor an aotrou de Malleray, war blasenn Sant-Salver.

1944
Référence : EURW.1 p.202-203

« Bet out, ma mab, o welout Mamm-gozh hor Salver ; bremañ ac'h eus c'hoazh e Vamm santel da welout. »

1944
Référence : EURW.1 p76

Klozet ganti he daoulagad, flastrañ a reas he diweuz gant un dic'hwezhadenn drivliet, war genou Hor Salver. Hag e savas da vont.

1949
Référence : SIZH p.38

- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.

1949
Référence : SIZH p.50

Truez ouzhin, o ma Salver. / Ha na zaleit d'am galver.

1960
Référence : PETO p52

Pediñ 'rin c'hwek, a galon vat, / Hor Salver Jezuz hag E Dad / Ma plijo ganto, deomp hon-daou, / Goude pardoniñ droug ha gaou, Reiñ, en O Lez, Levenez veur / Pa vo, da dremen, deut an eur.

1960
Référence : PETO p22

Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.

1960
Référence : PETO p31

N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.

1960
Référence : PETO p79

Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux