4. He c'halon drist a oa rannet / Gant un nec'hamant diremed, / Pa welas he mab o wadañ / War bleñchenn menez Golgota. / 5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ? / 6. Ha den a oufe hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ? / 7. Abalamour d'hor pec'hedoù / Er gwelas karget a boanioù, / Ha kannet-kriz gant skourjezoù / Adal ar penn bete ar plantoù.
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehoù, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.
M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
ar Salver
salver
« Asa ! emeve, dre amañ ez eus c’hwez ar rost ! Ar sitoianed pe an diaoul a zo tremenet dre amañ, rak int-i hepken a c’hell bezañ, er c’hiz-mañ, bruzunet kroaz hor Salver ! Na petra a lavaran, ar sitoianed pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rak an diaoul a zo e kalon ar sitoianed, ha dre-se ez eont atav a-unan. »
- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.
Klozet ganti he daoulagad, flastrañ a reas he diweuz gant un dic'hwezhadenn drivliet, war genou Hor Salver. Hag e savas da vont.
Ha tud, va Salver, nag a dud !...
O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter [z]evezh en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket evel-just ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e-sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.
Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
salvet