Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (er relijion gristen) 1. Eurvad peurbadel an hini a zeu a-benn da salviñ e ene ha da gaout bod er baradoz. Silvidigezh ar bec'herien. Silvidigezh mab-den. Silvidigezh an eneoù. Soñjal en e silvidigezh. & Trl. Ober e silvidigezh : ober ar pezh zo dleet evit salviñ e ene. & Tizhout ar silvidigezh, kas e silvidigezh da benn : tizhout salviñ e ene. 2. Pezh a ro tu d'unan da salviñ e ene, hanterour a ro tu d'unan da salviñ e ene. Er Groaz emañ ar silvidigezh. Ar Werc'hez Vari eo silvidigezh an dud holl. Er-maez eus an Iliz n'eus silvidigezh ebet. & Trl. skeud. Hent ar silvidigezh : doareoù d'en em ren hervez ar vuhezegezh vat a ro tu d'unan da salviñ e ene. & Porzh ar silvidigezh : ar baradoz. Gant ma erruin e porzh ar silvidigezh. II. Dre ast. (db. ar broioù, ar pobloù, an ensavadurioù) Stad a beoc'h, a vez tizhet goude ur prantad a arvar, a reuz. Talvezout da vad ar bobl ha silvidigezh ar vro. Silvidigezh ar Republik. HS. salvidigezh.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

silvidigezh

1499
Daveenn : LVBCA p183

M. Pet tra zo neseser d'ar C'hristen evit e silvidigezh ha da arruout en e fin ? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p10

silvidigezh Eternel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Salut (Eternel)

silvidigezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg silvidiguez

Hag er-maez anezhi [an Iliz katolik] ned eus ket a silvidigezh

1677
Daveenn : Do. p17

M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1677
Daveenn : Do. p17

M. Petra eo oferenn ? D. Bezañ ez eo ur memoar hag ur reprezantasion eus a marv ha pasion hon Salver Jezuz-Krist, hag ouzhpenn ur sakrifis, en pehini en em ofr e-unan evit silvidigezh ar re vev hag ar re varv, ha rak-se e tleomp asistañ enni gant ur reverañs ha devosion bras.

1677
Daveenn : Do. p45

M. Pet tra zo neseser da ur c'hristen, evit e silvidigezh, hag evit arruout en e fin? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1677
Daveenn : Do. p11

ober silvidigezh gant aon ha gant ur c'hren gwirion

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Faire son salut avec crainte & tremblement.)

lakaat urzh en e silvidigezh

1732
Daveenn : GReg pg (pourvoir) à (son salut)

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

tud lijer en em ro d'o natur, tud pere o deveus kalonoù kigus ; n'o deus nemet lentegezh ha yenijenn e-keñver Doue hag e-keñver ho silvidigezh, eme an abostol sant Paol

1732
Daveenn : GReg pg (les hommes) charnel(s & sensuels ne goûtent point les choses de la Religion, ce qui regarde Dieu & le salut, dit saint Paul)

silvidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg savétei, silvidigez

E-kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou-c’hant vloaz a yoa, an Aotrou Olier Lambal, kont Pentevr, en doa savet ul leandi, un abati pe ur gouent, mar kavit gwell, hag en doa lakaet eno menec’h da bediñ Doue evit silvidigezh e ene.

1877
Daveenn : EKG.I. p.33-34

Mont a raent da glevet an oferenn a lavare evito, e-kreiz ar mor, pa n’oa ket evit hen ober war an douar bras, ur beleg kalonek chomet en o zouez evit silvidigezh o eneoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.96

Mont a reant da glevet an ofern a lavare evitho, e kreiz ar mor, pa n’oa ket evit hen ober var an douar braz, eur belek kalounek chommet enn ho zouez evit silvidigez ho eneou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.96

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Daveenn : SKET p.6

An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Un toull-bac'h ?... Naren, ur wech c'hoazh ! Ur c'hreñvlec'h, ya ! un dig divrall o wareziñ porzh ar Silvidigezh, ma ra o annez ar gristenien chañsus, bet dibabet gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.48

O ! Dasprener an Denelezh, / Da ganmeuliñ Ho madelezh / Roit din ar silvidigezh / Hag ar wir laouenidigezh.

1960
Daveenn : PETO p53

Feiz, pegen kaer eo ar gêr-mañ; a-wechoù e kav din e teufe pep silvidigezh, pep frealz eus Roma hag eus Roma nemetken.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial