V.k.e.
1. Lakaat diogel, er-maez a zañjer, ub. zo war var da goll e vuhez.
Diaes eo gwelet saveteiñ un den pa vez devet an drederenn eus e gorf.
&
Saveteiñ e vuhez da ub. : e saveteiñ.
2. RELIJ.
Saveteiñ e ene : mirout a vezañ daonet.
3. Mirout ouzh udb. a vont da goll, da get.
A-boan o doe amzer da saveteiñ o diamantoù. Saveteiñ ar brezhoneg.
4. (en e furm av.)
Bag-saveteiñ : bag a dalvez da saveteiñ ar re zo war var o buhez er mor.
&
Boue-saveteiñ : traezenn war neuñv stumm ur walenn dezhi, a dalvez da zelc'her ub. war-c'horre an dour.
En em lakaet o divije e-tal da goll ivez o buhez, rak ar skornenn a c’helle terriñ ganto kerkoulz ha m’oa torret gant an daou all, ha tud difeiz, er c’hiz-se, n’en em lakeont ket war var da goll o buhez evit saveteiñ o nesañ.
En em lakeat o diviche e tal da goll ive ho buez, rak ar skournenn a c’helle terri gant-ho kerkoulz ha m’oa torret gant an daou-all, ha tud difeiz, er c’hiz-se, n’en em lakeont ket var var da goll ho buez evit savetei ho nesa.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.163
Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hozhiad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varv bepred bev, evit saveteiñ e verc’h vuiañ-karet.
Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hoziad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varo bepred beo, evit savetei e verc’h vuia-karet (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.103
Mont da vale, da redek bro evel « Paotr e vazh-houarn », evit saveteiñ priñsezed ; evel « Tignasennig » eñ ac’h aio ivez en karros alaouret, hag evel « Yann hep aon » netra ne vo kat d’en spontañ.
Mont da vale, da redek bro evel « Pôtr e vaz-houarn », evit savetei prinsezed ; evel « Tignasennig » hen ac’h aio ive en karroz alaouret, hag evel « Iann hep aon » netra ne vo kât d’hen sponta.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Tremenet gante Penn-Ojez : savetaet int !
Tremenet gante Penn-Ogès : savetaet int !
1925
Daveenn :
BILZ2
p.147
— En gwirionez — hag e zorn a oa war benn ar paotr — hemañ eo an hini en deus savetaet buhez ho merc’h, itron. Anez [dezhañ]… Sunet en deus ar bulum.
— En gwirione — hag e zorn a oa war benn ar pôtr — heman eo an hini an neus savetaet buhe ho merc’h, itron. Anez han… Sunet an neus ar bulum.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.120
Savetaet en deus deomp hon buhez, hag e vag hag e zrag.
Savetaet an neus d’emp hon buhe, hag e vag hag e zrag.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.114
Ne c'hell bezañ saveteet nemet dre dommañ anezhañ.
Ne c'hell beza saveteet nemet dre domma anezañ.
1943
Daveenn :
TOAA
p4
Na pebezh anaoudegezh-vat a dleer d'ar Varianited o doa graet eus o gwellañ evit reiñ dorn d'ar Vretoned da saveteiñ o yezh.
Na pebez anaoudegez-vat a dleer d'ar Varianited, o doa graet eus o gwella evit rei dourn d'ar Vretoned da savetei o yez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p59
Eürusamant evitañ — rak Lom ne ouie ket neuiñ mat — e kavas ur garreg dindañ e dreid ha geot hir e-kichen da gemer peg enno. Ha setu savetaet Lom.
1944
Daveenn :
ATST
p.110
Frañsez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier, a gendalc’he e Sant-Brieg gant e labour sovetaat ar brezhoneg en argoll, dre : […]
Frañsez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier, a gendalc’he e Sant-Brieg gant e labour sovetaat ar brezoneg en argoll, dre : […]
1944
Daveenn :
EURW.1
p.105
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
E oa eur genseurtiez Breiziz vrudet, a añved Anatol ar Braz, Charlez Ar Goffig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrat, Léon Durocher, o kinnig sevel eur Gevredigez nevez gant eun ano nevez : régionaliste ; ar Gevredigez-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennoz : savetei Breiz a oa o vont da veuzi evel gouenn ha bro ; savetei war eun dro ar yez en eur adlakaat en enor an Teatr pe C'hoariva poblus.
1944
Daveenn :
EURW.1
p65
- Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !
1949
Daveenn :
SIZH
p.56
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
1949
Daveenn :
SIZH
p.41
Deoc'h-c'hwi da zibab diouzh ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / Zo deut gant c'hoant d'ho saveteiñ, / Ra deurvezoc'h ur respont reiñ.
Deoc'h-c'houi da zibab diouz ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / ' Zo deut gant c'hoant d'ho savetei, / Ra deurvezoc'h eur respont rei.
1960
Daveenn :
PETO
p57
C'hwi, keveler d'o c'hostezenn, / Eo a zired d'am saveteiñ ?
C'houi, keveler d'o c'hostezenn, / Eo a zired d'am savetei ?
1960
Daveenn :
PETO
p59
Met en em saveteet n'oc'h ket oc'h ma flatañ, / Diwezhatoc'h ' weloc'h.
Met en em saveteet n'oc'h ket oc'h ma flata, / Diwezatoc'h ' weloc'h.
1960
Daveenn :
PETO
p.48
Ya, kounnar zo ennomp, kounnar-ruz o klevet prezegennoù-beleien distaget e galleg fraezh evit kemenn deomp e oa ret saveteiñ hor yezh.
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 2
Gouenn ar Bahouined, Mfang eus o gwir anv, eo an hini c'halloudusañ el lodenn-se eus Kreiz Afrika ; edont da vat oc'h aloubiñ ar vro etrezek ar Gornaoueg hag ar Su d'ar mare m'eo degouezhet an dud wenn da vezañ mestr ar vro, ha flastret e vije bet ar pobladoù all ganto, ma ne vije ket bet Europiz aze evit saveteiñ ar restadoù diwezhañ anezho.
1985
Daveenn :
DGBD
p73
Daoust ma kemerer abeg hiziv an deiz en doare m'en doa lezet re laosk ar c'habestr war e ijin p'en doa renevezet savadurioù zo - diouzh spered ar mare e oa hag hevelep tamalloù a voe graet da Gervarkêr evit Barzhaz Breizh - e ranker lavarout en doa savetaet meur a savadur a renk kentañ.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 19
Ne'm eus ket paeet peogwir e oan e dle met evit saveteiñ ma buhez.
2015
Daveenn :
EHPEA
p175
Notennoù studi
Daou stumm a ro RH : saveteiñ ha sovetaat. Kemmesk a zo bet etre "sauet eo" ha "saluet eo" evit an eil skouer. Anv-gwan-verb ar ger salviñ eo, salvet.