Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v. I. v.k.e 1. Sankañ udb. en udb. all : lakaat udb. da vont don e-barzh udb. all, dre voustrañ pe dre skeiñ warnañ prl. Sankañ a reas ar peul en douar. & Ent krenn Sankañ tachoù. Sankañ kaol : o flantañ. & Trl. Sankañ tizh (er rodoù, h.a.) : mont, redek pe ruilhal d'un tizh bras. N'eus gour evit sankañ tizh en o rodoù kement hag int. Sankañ ur c'haer a bennad tizh. & PEMDEZ Sankañ gennoù : skeiñ taoIioù. Paotred ar c'harter a ouie gouren ha sankañ gennoù. 2. Trl. Sankañ e gontell er c'hleuz, er voger : bezañ rivinet. 3. Dre heveleb. Lakaat udb. en udb. all gant nerzh prl. Sankañ a reas un tamm karotez en e c'henoù. 4. Trl. skeud. Sankañ udb. en e benn : delc'her soñj anezhañ. Sankañ e sell e daoulagad ub. : sellet outañ e-kreiz e zaoulagad, d'e lakaat da gompren udb. prl. HS. plantañ. II. v.g. 1. Mont don en udb. Al lanv a sank don er vro dre an oberioù. Yudal a rae an avel o sankañ e strizhenn ar straed. & Dre skeud. Dre e gomzoù e sanke don er c'halonoù. Lakaat mennozhioù nevez da sankañ don er speredoù. & Tr. estl. Emañ ar vicher o sankañ don ! : troienn a zistager ouzh ub. zo o teskiñ e vicher pa zeu brav gantañ. 2. Ent strizh Mont don pe donoc'h en udb. Rodoù ar c'hirri a sanke don er fank. A-benn ma'z ae war-raok e sanke muioc'hik el lec'hid. 3. Dre skeud. En em reiñ penn-da-benn d'udb. Sankañ a reas en ur c'housked ken don ma n'en dije ket klevet ar gurun o strakal. Sankañ a reas er c'hwervoni.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

sankañ

1659
Référence : LDJM.1 pg poindre (, piquer)

sankit un tach er voger

1850
Référence : GON.II pg sañka

it da sankañ ar c'haol-mañ

1850
Référence : GON.II pg sañka

n'en sankot ket hep ur mailh houarn

1850
Référence : GON.II.HV pg mal (-houarn)

sankañ

1850
Référence : GON.II pg sañka

sanket

1850
Référence : GON.II pg sañka

Mat, me, p’am bezo Andre ar Pontoù etre va daouarn, her lakaio en noazh ; her stagañ a rin start ouc’h ur peul a vezo ken huel hag eñ, evit miret na c’hello fiñval un tamm, na gant he dreid na gant e zaouarn ; ur pennad keuneud a sankin en e c’hinou evit hen derc’hel digor, hag en-dro d’e dreid e lakin kement merienenn a vezo kavet er vro.

1877
Référence : EKG.I. p.145

Dre-se, n’eo ket en tiez tostañ ez is da glask va skeul, rak en tiez-se e c’helle bezañ soudarded ; mont a ris er-maez eus ar bourk, war hent Gwitevede da Gervinojenn, el lec’h ma kavis un tammig skeul, dalc’het a-ispilh, a-zindan toenn soul kraou ar saout, gant daou beul koad sanket er voger.

1878
Référence : EKG.II p.118

Hemañ o c’haeas e tachennadoù en doa klozet gant girzhier graet a gefioù-gwez en o fezh sanket en douar.

1923
Référence : SKET p.55

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Référence : SKET.II p.25

sankañ e gontell er c'hleuz

1931
Référence : VALL pg banqueroute

sankañ e gontell er voger

1931
Référence : VALL pg banqueroute

Hervez De Martonne, arabat e vefe envel ria pe aber ur seurt traonienn-vor na vije ket sanket, un tammig d'an nebeutañ, e karregennoù kalet evel re Vreizh, Galikia, h.a.; hervez Amerikaned 'zo avat, e c'heller ober ivez gant ar gerioù-se evit genaouioù ledanoc'h, a bign al lanv enno, ar stêrioù oc'h echuiñ en ur blenenn.

1943
Référence : TNKN p17

An tog a sankas war benn an den betek e c'houzoug.

1944
Référence : EURW.1 p.156

Dic'hwezhañ a reas Palmira, dre ma sanke he chapeledig en he sac'h.

1949
Référence : SIZH p.58

A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.

1949
Référence : SIZH p.64

Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.

1949
Référence : SIZH p.40

O welout ur soudard o vont da sankañ a vaionetez e korf ar gloaziad e tired ar person da virout outañ.

1960
Référence : PETO p52

Evel en aval [e] krign ar preñv / O toullañ don, o tantañ kreñv, / E sank ur bir em askre noazh : / Ma zorfed, Doue, zo ken bras !

1960
Référence : PETO p55

Bep gwech ma kaved mein war an hent heuliet, bep gwech e lakaed ober ur peul koad a veze sanket en douar goude bezañ graet un niverenn war ar penn krec'h troc'het a-skelp.

1985
Référence : DGBD p71

Ac'hano e weler war an tu kleiz pleg-mor ar Gabon o vont da sankañ e diabarzh ar vro, etre torgennoù koadek, ha war an tu dehou, digor-bras war an donvor, ma weler o tiskenn ennañ kantenn melenruz an heol o vont da guzh.

1985
Référence : DGBD p47

Un enebour all a zo, ha klask a reer sankañ anezhañ don-don en hor speredoù: ar santimant da vezañ dic'halloud...

2015
Référence : DISENT p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux