Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Doar./Stn. (db. an dud, obererezhioù an dud) Zo mat, direbech, glan e-keñver pennaennoù ar vuhezegezh kristen. Un den santel meurbet, mat da bediñ, d'ober pinijenn. Ren ur vuhez santel. Ar merzher santel Laorañs. 2. Stn. A sell ouzh Doue, ar relijion, an Iliz ; a ranker azeuliñ. An aviel santel, levrioù santel, ul lec'h santel. & An Douar Santel : al lec'hioù ma vevas ar C'hrist; ar vered. & Ar Skritur Santel, an Istor Santel : ar Bibl. & An Tad Santel : ar Pab. & Ar Spered Santel : unan eus teir neuz Doue a ya d'ober an Dreinded. An Tad, ar Mab hag ar Spered Santel. Krediñ er Spered Santel. & (db. prantadoù zo) Zo en o doug darvoudoù a bouez e-keñver azeulerezh. Amzer santel ar C'horaiz. Ar sizhun santel : sizhun Fask. HS. glan, sakr.

Exemples historiques : 
54
Masquer la liste des exemples

Gwerc'hez santel

1499
Référence : LVBCA p91, 179 (saincte vierge)

Ha bede an amzer prezant ez tinaou an eoul hep sesañ [eus] he relegoù santel, peheni a ra salv ar gleñvien a bep kleñved.

1576
Référence : Cath p24-25

Hon tadoù santel Pius pempet e anv ha Gregorius trizekvet, o deves pep hini anezhe roet kant vloaz ha kant daou-ugent deiz a induljansoù da gement a asisto en Katekismoù hag en Doktrin ar Gristenien, koñfirmet bet gant an Tad santel Klemañ eizhvet a anv

1622
Référence : Do. p2

8. Ar werc'hez santel a welas / He c'her mab e poan el lanngroaz. / Kredit serten, pan dremenas, / Gant poan daeroù e kañvaouas.

1622
Référence : Do. p61

M. Petra eo sin an c'hristen ? D. Sin an groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hon Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran oz kas an dorn d'an penn ha d'an estomag, ha goude d'an skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en un lavaret : en hanv an Tad, ha'n Mab ha'n Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

santel

1659
Référence : LDJM.1 pg Saint

Mamm santel, Feunteun a Vuhez, / Grit din-me, dre ho karantez, / Partisipañ en ho poanioù, / En ho klac'har, en ho taeroù.

1677
Référence : Do. p67

Ar Sulioù santel a viri ha da Zoue devot a veuli

1677
Référence : Do. p27

Me gred er Spered santel, an Iliz santel katolik, / Ar gomunion a'r sent, / Ar remission a'r pec'hedoù, / Ar rezureksion a'r c'hig, / Ar vuhez eternel, Amen.

1677
Référence : Do. p13

an den santel Job a c'houzañvas gant ur basianded vras e wallfortunioù

1732
Référence : GReg pg adversité

un den santel

1732
Référence : GReg pg bienheureux (beat, homme de sainte vie)

tud santel, nep a gundu ur vuhez santel, ha direbech

1732
Référence : GReg pg bienheureux (beat, homme de sainte vie)

diklêrasion eus a santelezh ur re, graet gant hon Tad Santel ar Pab

1732
Référence : GReg pg canonisation (d'un Saint)

Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.

1732
Référence : GReg pg confession (faire sa confession de foi)

ar c'huzulioù santel eus an Aviel

1732
Référence : GReg pg (les) conseils (Evangeliques)

kurun aour ar gwerc'hezed santel

1732
Référence : GReg pg couronne (d'or reservée au Ciel pour les Vierges, l'aureole de la virginité)

ar brezel santel evit konkeriñ al lec'hioù sakr eus hon redampsion

1732
Référence : GReg pg croisade (guerre sainte entreprise contre les infideles)

en amzer ar brezelioù santel, e-barzh e bro ar sevel-heol

1732
Référence : GReg pg (au temps des) croisades

kemer ar groaz evit mont d'ar brezel santel

1732
Référence : GReg pg (se) croiser

ar skritur santel

1732
Référence : GReg pg (l') écriture (Sainte, la Bible, l'ancien & le nouveau Testament)

an ene santel

1732
Référence : GReg pg (l') Epouse (des Cantiques, termes de l'écriture)

kaout ur marv santel

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

bet ur marv santel

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

An aotrou Doue a recev er gwenvidigezh ar re o deus kunduet bede ar fin ur vuhez santel.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

hon tad santel, ar Pab sant Gregor ar Bras.

1732
Référence : GReg pg Gregoire (Saint Gregoire le grand, Pape.)

brezel evit konkeriñ an douar santel

1732
Référence : GReg pg guerre (Guerre Sainte, la guerre des croisades.)

ar brezel santel

1732
Référence : GReg pg guerre (Guerre Sainte, la guerre des croisades.)

al langaj santel

1732
Référence : GReg pg hebraique (La langue hebraique, l'hebreu.)

ul lec'h santel eo

1850
Référence : GON.II pg sañtel

santel

1850
Référence : GON.II pg sañtel

un den santel oa

1850
Référence : GON.II pg sañtel

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

Ar republikaned, evel pa vije tan an ifern en o c’halon, n’oant ket evit gouzañv e chomje e iliz ebet an disterañ tra santel.

1877
Référence : EKG.I. p.30

Meulit-eñ, Aelez santel, Meulit e vajestez ; Rentit d’e vadelezh Mil meuleudi eternel.

1877
Référence : EKG.I. p.101

Ar beleg : "Omnes sancti angeli et archangeli", Aelez hag arc'haelez santel, Ar bobl : "Orate pro nobis !" Pedit holl evidomp !

1877
Référence : EKG.I. p.165

An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.

1889
Référence : SFA p120

Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An tad-se, merzheriet gand tud goue[z] ar Broio[ù] pell, ‘zo bet disklêriet evurus gant an Tad santel ar Pab.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ennañ eo em eus desket kanañ, ennañ eo e sunis laezh ar feiz kristen en ur zeskiñ ar brezhoneg, santelañ yezh a zo en hollved.

1929
Référence : SVBV p.18

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Référence : EURW.1 p15

Ur wech m'oc'h diskennet diwar ar c'hrec'h, e tigouezhit gant ur bouchad gwez derv bodennek a guzh ouzh ar sell chapel vras Sant-Weltaz hag he feunteun santel.

1944
Référence : EURW.1 p17

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

1944
Référence : ATST p.57

Ne oamp c'hoazh nemet e gouloù-deiz hor buhez, hag heklev ar c'hentelioù santel ne oa ket c'hoazh [sic] bouzaret [c'hoazh] en hor penn...

1944
Référence : EURW.1 p74

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Penaos dislavarout alioù ken fur, roet gant ur gristenez santel ?

1944
Référence : EURW.1 p.210

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Référence : SIZH p.45

- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...

1949
Référence : SIZH p.50

Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

1949
Référence : SIZH p.57

- Ya ! ha soñj a zegaso dit ar Werc'hez Santel-dreist eo merc'hed krouadurien Doue ivez…

1949
Référence : SIZH P.51

Ha setu ma fiñv ar skeudenn santel.

1949
Référence : SIZH p.38

Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.

1960
Référence : PETO p12

Petra 'vire ouzhin da chom / Dieub a-grenn diouzh tud Pariz / Ha stag bepred ouzh Iliz Rom, / An iliz santel a garis.

1960
Référence : PETO p34

Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel.

1960
Référence : PETO p72

Kentañ ma 'm eus santet e oa tomm er vro-mañ eo, e gwirionez, pa 'z on aet da ober ur weladenn d'ur vengleuz e kêr, er c'harter a vez graet anezhañ "Montagne Sainte (Menez Santel).

1985
Référence : DGBD p56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux