M. Petra eo sin an c'hristen ? D. Sin an groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hon Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran oz kas an dorn d'an penn ha d'an estomag, ha goude d'an skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en un lavaret : en hanv an Tad, ha'n Mab ha'n Spered santel. Amen.
santel
an ene santel
Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".
— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »
- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.
Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.
- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...
- Ya ! ha soñj a zegaso dit ar Werc'hez Santel-dreist eo merc'hed krouadurien Doue ivez…
Ha setu ma fiñv ar skeudenn santel.
Bremañ 'vat, diwar an deiz ma krogas merc’h Thompson da vale bro ganimp, bep sul ma vezemp eoriet en ur porzh bennak e teue un den santel, beleg pe vanac’h, war vourzh, ha kanañ a rae dimp an oferenn, goude ur sonadenn gant ar c’hornioù hag an taboulinoù, unan eus ar re velkoniusañ am eus biskoazh klevet.
Krenañ a rae ivez an Aotrou Person dirak ar gac'herez diaes-se, ha setu peseurt troioù-gwidre a ranke c'hoari an den santel evit bezañ erru-mat ganti, da vihanañ ur wechig.
[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter [z]evezh en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket evel-just ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e-sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.
Hon heuliad dister – tri pe bevar c’harrig-skañv a zeuas tre dre an Nor Santel (1).
Ne oa ket deut an hini gozh a-benn d’ober ganin un den santel a veleg gouest, gant an deskamant spontus am boa, da vezañ galvet abred a-walc’h da berson kanton, met laosket he devoa ar soñj-mañ da ziwan en he c’halon : mard eo lakaet da Jarl sevel tiegezh e tibabin e koulz hag en amzer ur wreg dioutañ hag a vo ivez d’am grad.
Ha, tapet pa 'z out en antell, / Ne ri pell da bilpouz santel.
Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.
Kentañ ma 'm eus santet e oa tomm er vro-mañ eo, e gwirionez, pa 'z on aet da ober ur weladenn d'ur vengleuz e kêr, er c'harter a vez graet anezhañ "Montagne Sainte (Menez Santel).
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
santelaat