Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Lakaat ub., udb. da vezañ santel, sakr. Un douar santelaet gant an doueed. Labourat da santelaat e ene. 2. Doujañ da santelezh udb. Santelaat ar Sul : mont d'an oferenn. 3. Azeuliñ. Hoc'h anv bezet santelaet. II. V.g. Ren e vuhez en un doare santeloc'h. Mont d'ar gouent da santelaat. III. V. em. EN EM SANTELAAT : lakaat e vuhez, e oberioù da vezañ santel, santeloc'h. Ar gwellañ doare d'en em santelaat eo ober gant evezh ar pezh zo merket dimp.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en ur vont war-raok, garanet don en o fenn hag en o c’halon, lezennoù Belios ; perc’henned klavioù-brezel, binvioù-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus un douar gweladennet ha santelaet gant an doueed, kaserien pennoù-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, kreñv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, ur marzh !

1923
Daveenn : SKET p.138-139

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial