santout
santet
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
« Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.
Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...
Tamm-ha-tamm e krog ennoc'h ezhomm da darlaskat, ha santout a rit flemmadennoù war ho korf, un tammig a bep tu.
Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...
Met evit boueta ar suspens e rank [an doareoù da stourm] bezañ santet gant an dud.
Mots précédents
Mots suivants
santout