Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. A. Fetis 1. Anavezout - un taol, ur flourad, ur flemm, h.a. - dre skiant ar stekiñ. Santout a reas ur pistig en e gostez. Santet en doa dour yen en-dro dezhañ. Ne 'm eus santet netra. 2. (db. ar yenijenn, an tommder) Klevet diouzh. Bev omp peogwir e santomp an anoued. 3. (db. ar c'hwezhioù) Klevet (I B 1). Santout a ran c'hwezh an dev. Ar chas chase o deus santet tres ar c'had. 4. Santout an naon, ar sec'hed : bezañ gant ar c'hoant debriñ, evañ. Ne santan nag ar sec'hed, nag an naon evit ar poent. 5. Impl. da ak. Doue n'en deus roet eta d'al loened nemet ar santout. B. Difetis Bezañ emouez eus udb. en un doare splann pe splannoc'h. Santet he doa kened espar he bro. Santout diank eus un dra bennak. N'eo ket laouen, santout a ran an dra-se. II. V.k.d. Santout diouzh, eus udb. : kaout santadur eus udb. (tremen pe da zont). Santout a reont diouzh an nevezamzer. Santout a ran diouzh an naon atav. Santet en doa eus e gleñved e-pad bloaz. HS. meizañ, merzout.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

santañ

1499
Daveenn : LVBCA p179

D. Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed ar c'horf, mar bez ar gwellañ hag ar muiañ ekspediant evidomp, ma hor bez eñ. Hag abalamour da se, p'en em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'ar Sakramant-mañ.

1622
Daveenn : Do. p46

santout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aperceuoir, ressentir

santout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sentir

santout a-ziabell

1732
Daveenn : GReg pg apercevoir

santout a eure penaos

1732
Daveenn : GReg pg apercevoir

ret e vezo ober un dra evit pehini e santer un erez vras

1732
Daveenn : GReg pg (il faudra boire le) calice

bevañ, santout, ha rezoniñ a ra an ene

1732
Daveenn : GReg pg ame

an ene a vev, a sant, hag a rezon

1732
Daveenn : GReg pg ame

santet

1732
Daveenn : GReg pg apercevoir

santout

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sañtout

santet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sañtout

A-barzh nemeur goude e weljot o tont ar martolod kozh, e vouc’hal war e skoaz ; gant e zorn dehou e oa krog en he zroad, ha gant e zorn kleiz e talc’he, dre ruilhenn e golier, e gi Turk a harzhe, a yude hag a lamme dre ma sante, e-feson, un dra bennak er c’halatrez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.138

Evel chas chase pa santont tres ar c’had, ar soudarded a redas buan er waremm, a c’haloupas d’ar red d’ar penn all, a lammas a-lamm-plom war ar c’hleuz...

1878
Daveenn : EKG.II p.155

Polidor kennebeut ne gare tamm ar sitoianed ; c’hwez fall, a gav din, a sante ganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.29

Me a chome mantret o welet kemend-all a dan hag a c’hlaou, pa santis un tamm tommder o tont ennon.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Ret eo deoc’h bezañ bet hoc’h-unan, e kreiz an noz, dirak ur bern ludu tan-gwall lakaet gant tud fallakr ha disakret, evit gellout santout ar pezh a yae neuze dre va spered-me.

1878
Daveenn : EKG.II p.46

Daoust hag-eñ a zo ur paotr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’en deus ket gouzañvet ul levenez dispar, santet e galon o tridal en e greiz pa’n deus taolet e droad evit ar wech kentañ war tilher ur vag pesketa.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.

1929
Daveenn : SVBV p9

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !

1929
Daveenn : SVBV p9

Cavalier a roas ur gador din en e gichen, sed ma oan hardishoc'h ; met ma fri ne save ket nemeur diwar ma flad, gant ma santen daoulagad an holl o parañ warnon, hag ar c'hoant gouzout amploc'h diwar doare an « hini nevez ».

1944
Daveenn : EURW.1 p82

An dud a sante e oa kemmet doare gant ar yaouankiz, hag e veze adlakaet Breizh en enor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.157

« Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »

1944
Daveenn : ATST p.41

Me 'oa skuizh-marv. Poan-benn am boa kenañ. Faezh e oan gant ar beajoù a ris miz a oa. Santout a raen krenienn an derzhienn ma voe ret din mont da gousket.

1944
Daveenn : EURW.1 p.134

Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.

1949
Daveenn : SIZH p.41-42

N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...

1949
Daveenn : SIZH p.58

Tamm-ha-tamm e krog ennoc'h ezhomm da darlaskat, ha santout a rit flemmadennoù war ho korf, un tammig a bep tu.

1985
Daveenn : DGBD p59

Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...

2015
Daveenn : DISENT p52

Met evit boueta ar suspens e rank [an doareoù da stourm] bezañ santet gant an dud.

2015
Daveenn : DISENT p79

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial