Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh a verzer dre ar bred; anaoudegezh, emskiant sklaer pe sklaeroc'h eus ur stad a laka an den da dridal, da dristaat, da enkreziñ, da garet, da skrijal, h.a. Ar garantez, an dristidigezh, ar gasoni zo santadoù. Santad an argoll, ar gablusted. Ur santad c'hwek. HS. from, sandatur, trivliad.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

E-doug e bennadoù-ged diouzh an noz e oa bet boazet a-werso ouzh ar santad iskis krouet gant kammedoù un den, hag eñ pell mat c'hoazh, o tasseniñ trumm ha fraezh e sourrad divent ar gêr hag ar voudinell.

2012
Daveenn : DJHMH p24

Aloubet e voe trumm gant ur santad divent a aonedigezh.

2012
Daveenn : ADULT p. 203

Met ar santad am eus n'eo ket al labour hepken a zo kaoz.

2015
Daveenn : EHPEA p29

Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.

2015
Daveenn : DISENT p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial