V.
I.
V.k.e.
1. Debriñ udb. goustad evit e vlazañ gwell a se.
2. Dre skeud.
Tennañ plijadur eus udb.
Saouriñ ul levr, komzoù ub., h.a.
3. (db. un dourenn)
Glebiañ, intrañ.
Hag ar glav da saouriñ parkeier ha pradoù.
&
(en tu gouzañv)
Un tamm douar saouret dalc'hmat gant un eienenn greñv.
II.
V.k.d.
Saouriñ ouzh : kavout mat, plijus.
Seul vuioc'h e saourint ouzh levenez Nedeleg.
III.
V.g.
1. (db. an traoù)
Mont dres en e blas.
Un nebeud koloennoù zo chomet war-c'horre ar bern, met ur strinkadig glav a ray dezho saouriñ.
2. (db. an dud)
Sentiñ pizh.
Pa vi soudard, e ranki saouriñ, paotr brav !