I.
1. Santad degaset gant ar boued war an teod.
N'eus na blaz na saour gant ar c'hig-se.
2. Blaz, plijus prl.
Saour an avaloù.
&
Trl.
Kavout saour gant udb. : kavout mat an dra-se.
II.
1. Dour.
Tremenet e oa mare ar glav, ha hep saour n'eus eost ebet da c'hedal. An douar, pa n'eus ket a saour gantañ, zo douar marv ha sec'h.
2. Dourenn.
Ar saour eus an teil.
3. Sap.
Daou vrank leun a saour a zispakas eus ar wezenn gozh.
HS. sabr, sev (sap), teñv.
Référence :
GReg
pg goût (Cette viande n'a point de goût, elle en a un mauvais.)
saour
1732
Référence :
GReg
pg gout (saveur)
saour
1850
Référence :
GON.II.HV
pg saour
n'en deus ket kalz a saour
n'en deûz két kalz a zaour
1850
Référence :
GON.II.HV
pg saour
An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?
Ann tiek zo war he dal ann Env o lugerni / Hag a zindan he dreid ann douar o nevezi ; / Evit ann tiek hep-ken eo great ar bed gant Doue, / Nerz zo enn he galoun, saour zo enn he ene, / D'ar re ra goab 'nezhan ema o c'hounid boed ; / Ann tiek a zo eunn den, ha perak ne ve ket ?