Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Santad degaset gant ar boued war an teod. N'eus na blaz na saour gant ar c'hig-se. 2. Blaz, plijus prl. Saour an avaloù. & Trl. Kavout saour gant udb. : kavout mat an dra-se. II. 1. Dour. Tremenet e oa mare ar glav, ha hep saour n'eus eost ebet da c'hedal. An douar, pa n'eus ket a saour gantañ, zo douar marv ha sec'h. 2. Dourenn. Ar saour eus an teil. 3. Sap. Daou vrank leun a saour a zispakas eus ar wezenn gozh. HS. sabr, sev (sap), teñv.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

saour

1499
Daveenn : LVBCA p179 (sauour)

saour

1659
Daveenn : LDJM.1 pg saueur

Ned eus na blaz, na saour gant ar c'hig-mañ.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Cette viande n'a point de goût, elle en a un mauvais.)

saour

1732
Daveenn : GReg pg gout (saveur)

saour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saour

n'en deus ket kalz a saour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saour

An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?

1867
Daveenn : MGK p80

saour an afust

1909
Daveenn : BROU p. 201

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial