Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Blazet mat, dispar. Ur pred saourus. [1954] « N'ac'h eus ket soñj, Jarl, eus sivi Soaz Sapeur ? nag e vezent saourus ha marc'had-mat ! »

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

saourus

1499
Daveenn : LVBCA p179

mogedig saourus

1732
Daveenn : GReg pg fumet (petite fumée qui sort du vin, ou d'une perdrix preparée, &c qui chatoüille l'odorat)

Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh.

1944
Daveenn : ATST p.59

Na pegen alies e c'hoarvez din betek-hen klevout digant ur c'hozhiad bennak eveldon : « N'ac'h eus ket soñj, Jarl, eus sivi Soaz Sapeur ? nag e vezent saourus ha marc'ha[d]-mat ! »

1954
Daveenn : VAZA p.10

N’on ket tuet da ganmeuliñ dreist-muzul keusteurenn Soaz Sapeur, met ar pezh a zo gwir, biskoazh na neblec’h n’am eus tañvaet krampouezh saourusoc’h eget he re ha re he c’hoar, va zintin Mari, kemenerez e Pariz : un dro-vicher ispisial, moarvat, tapet er gêr ganto o-div, kent bezañ dimezet.

1954
Daveenn : VAZA p.75, notenn 2

Ankounac’haet o devoa lavar Napoleon kozh : Keit ha ma pado mab-den, kann ha lazhadeg a vo da welout da biv e tegouezho ar plac’h koantañ hag ar saourusañ perenn.

1954
Daveenn : VAZA p.121

Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !

1954
Daveenn : VAZA p.168

Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Pegen melen ha saourus o c'hig ! Pebezh c'hwezh-vat ha pebezh blaz !

1985
Daveenn : DGBD p157

Bet e oamp en Oinotira, un davarn e Kesariani. Unan eus ar re dibaot eo ma tebr Adriani hep klemm peogwir e kav ar boued didres ha saourus. Doñjer he deus bet atav ouzh an tavarnioù ma vez skoet en hoc'h asied un tamm flegenn karnet-holl pe ma vez fardet deoc'h meuzioù hevlezek diseurt, gant blazioù ne oar den eus pelec'h e teuont, evel an arc'hant o deus kaset ac'hanomp d'ar baz.

2015
Daveenn : EHPEA p180

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg