V.
I.
V.k.e.
A. Souezhañ kalz, lakaat (ub.) d'alvaoniñ.
HS. esmaeañ, estlammiñ.
HS. sabatuiñ.
B. Dre ast.
1. Strafuilhañ, divarc'hañ.
&
Trl.
Saouzaniñ ub. en e vennozh : lakaat ub. da cheñch mennozh.
DHS. abafiñ, dibennadiñ.
2. Spontañ trumm.
Ar youc'hadenn-se he deus saouzanet ac'hanoc'h.
3. Touellañ.
Ne voe nemet un dornad speredoù a voe saouzanet ganto.
HS. tromplañ.
4. Badaouiñ.
Reiñ an evaj-se d'an torfedour evit e saouzaniñ.
II.
V.g.
1. Souezhañ, alvaoniñ.
Neuze pep unan a saouzano.
HS. sabatuiñ.
2. Bezañ, dont da vezañ strafuilhet.
E-lec'h labourat, e chome da soñjal, da saouzaniñ. Komzit bremañ hep saouzaniñ.
DHS. abafiñ.
3. Diheñchañ.
Me a gred ez on saouzanet en hent. Saouzaniñ war an hent, diwar e hent.
DHS. faziañ.
lakaat ur re da faziañ war an hent, da saouzaniñ war an hent
lacqaat ur re da fazya var an hend, da saouzani var an hend
1732
Référence :
GReg
pg (faire) égarer (quelqu'un sur le chemin, le devoyer)
Mar saouzanit ac'hanon, gwazh a se evidoc'h.
Mar saouzanid ac'hanoun, gwâz a zé evid-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg saouzani (si vous me trompez tant pis pour vous).
saouzaniñ
saouzani
1850
Référence :
GON.II
pg saouzani (surprendre. étonner. s'étonner. de plus, s'égarer de son chemin. au figuré, tromper, frauder. - capter, surprendre adroitement. HV.), souéza, touella
saouzanet
1850
Référence :
GON.II
pg saouzani (surprendre. étonner. s'étonner. de plus, s'égarer de son chemin. au figuré, tromper, frauder. - capter, surprendre adroitement. HV. Part.)
Saouzanet on gant ar pezh a livirit aze.
Saouzaned ounn gañd ar péz a livirid azé.
1850
Référence :
GON.II
pg saouzani (ce que vous dites là me surprend, m'étonne).
Va lakaet en deus da saouzaniñ war va hent.
Va lékéad en deûz da zaouzani war va heñt.
1850
Référence :
GON.II
pg saouzani (il m'a fait m'égarer sur mon chemin).
Neb en deus brezelekaet er Sav-heol, war glannoù an Danuvios izelañ, dirak kreñvlec’hioù Brigetio, Bononia, Ratiaria, Durosteron ha Noviodunon, a oar, dre anaoudegezh-prenet, peger kadarn ha peger ferv eo an Draked, pegen tenn eo o saouzaniñ hag ober dezho kilañ.
Neb en deus brezelekaet er Sav-heol, war glannou an Danuvios izela, dirak krenvlec’hiou Brigetio, Bononia, Ratiaria, Durosteron ha Noviodunon, a oar, dre anaoudegez-prenet, peger kadarn ha peger fero eo an Dhraked, pegen tenn eo o saouzani hag ober d’ezo kila.
1923
Référence :
SKET
p.43
Ne glaskit ket hor saouzanañ / Nag ar ganaouenn-se kanañ.
Ne glaskit ket hor saouzana / Nag ar ganaouenn-se kana.
1960
Référence :
PETO
p68
Unan eus ar gwezhioù dibaot eo ma ran gant GPS ar Seat rak n'emañ ket Elefsina e'm zaread labour ha saouzaniñ a c'hellfen war an hent.