1. Souezh bras a laka d'alvaoniñ.
An tri faotrig a voe torret war o saouzan kentañ.
&
(impl. gant ar gm. a.)
Ur saouzan e oa bet d' al leonad niveriñ un dousenn hepken a vicherourien en oferenn.
&
Tr. estl. (distag ouzh e genarroud)
Ur saouzan : troienn a reer ganti evit diskouez pegen souezhet eur gant un dra, un darvoud emeur o paouez ober anv anezhañ.
Sioul, ur saouzan, an enez.
DHS. sebez.
HS. barn, marzh.
2. Spont trumm.
Lakaat saouzan er Vrezhoned.
DHS. strafuilh, trefu.
HS. from.
3. KOZH
Touellerezh.
Hep komz gaou na saouzan.
4. Trl.
Mont war saouzan : saouzaniñ diwar an hent.
An dud a yae war saouzan gant ar c'heotenn-se.
&
Kouezhañ e saouzan : saouzaniñ, spontañ. Ha honnezh da gouezhañ e saouzan.
5. Louzaouenn-ar-saouzan : plantenn a laka da goll an hent pa gerzher diouzh an noz, hervez ar brizhkredennoù.
Kouezhañ àr louzaouenn-ar-saouzan.