Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Souezh bras a laka d'alvaoniñ. An tri faotrig a voe torret war o saouzan kentañ. & (impl. gant ar gm. a.) Ur saouzan e oa bet d' al leonad niveriñ un dousenn hepken a vicherourien en oferenn. & Tr. estl. (distag ouzh e genarroud) Ur saouzan : troienn a reer ganti evit diskouez pegen souezhet eur gant un dra, un darvoud emeur o paouez ober anv anezhañ. Sioul, ur saouzan, an enez. DHS. sebez. HS. barn, marzh. 2. Spont trumm. Lakaat saouzan er Vrezhoned. DHS. strafuilh, trefu. HS. from. 3. KOZH Touellerezh. Hep komz gaou na saouzan. 4. Trl. Mont war saouzan : saouzaniñ diwar an hent. An dud a yae war saouzan gant ar c'heotenn-se. & Kouezhañ e saouzan : saouzaniñ, spontañ. Ha honnezh da gouezhañ e saouzan. 5. Louzaouenn-ar-saouzan : plantenn a laka da goll an hent pa gerzher diouzh an noz, hervez ar brizhkredennoù. Kouezhañ àr louzaouenn-ar-saouzan.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

saouzan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg emoy, etourdissement

saouzan

1732
Daveenn : GReg pg égarement (erreur en fait de chemin), étonnement (surprise, admiration)

saouzan

1850
Daveenn : GON.II pg saouzan, saozan, souez

n'eo ket hep saouzan em eus e gavet en-dro

1850
Daveenn : GON.II pg saouzan

dre saouzan eo en deus graet kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg saouzan

saouzan

1850
Daveenn : GON.II pg saozan

saouzan

1909
Daveenn : BROU p. 417 (écart involontaire de la route)

saouzan

1931
Daveenn : VALL pg ahurissement

Notennoù studi

Ger roet gourel gant ar Gonideg en e c'heriadur.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial