Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Anv-k. g/b. 1. Diouer a aon, diouer a from. Dre e zisaouzan e tiarbennas anezho. 2. Keloù. Pebezh disaouzan boanius dezhi. Ur gwall zisaouzan am boe. HS. doare. 3. Ditour. An disaouzan a rois dezhañ a startaas e youl da zivroañ. II. H. g/b. 1. Keloù, ditour. Klask disaouzan eus ar serjant. & Reiñ disaouzan eus ub., udb. : reiñ ditour diwar ub., udb. Reiñ disaouzan eus an hemolc'herien. & Kavout disaouzan diwar-benn ub. : klevet keloù anezhañ. HS. doare. 2. Dre ast. Kavout disaouzan eus ub., udb. : e gavout. Kavet em eus disaouzan dit eus ur mevel.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

disaouzan

1732
Daveenn : GReg pg hardi (-e, qui a de la hardiesse, de l'assurance)

disaouzanoc'h

1732
Daveenn : GReg pg hardi (-e, qui a de la hardiesse, de l'assurance)

disaouzanañ

1732
Daveenn : GReg pg hardi (-e, qui a de la hardiesse, de l'assurance)

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

disaouzan

1931
Daveenn : VALL pg assurance (absence de timidité)

Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.

1960
Daveenn : PETO p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial