Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Alvaonet. Saouzanet en e estlamm. HS. mantret. HS. divarc'het, sonnet, trefuet. 2. Dre ast. Zo tres ar saouzan warnañ. Dremm saouzanet. Selloù saouzanet. 3. Aet war saouzan. Treiñ ha distreiñ dre bep seurt gwenodennoù, evel saouzanet. HS. dihentet. 4. Dre skeud. Zo aet diwar hentoù ar vuhezegezh, ar skiant-vat. Unan eus an dud saouzanet-se ne reas stouiñ ebet. DHS. dirollet. HS. dihentet.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

bezañ saouzanet

1732
Daveenn : GReg pg admirer, (s') étonner

saouzanet

1732
Daveenn : GReg pg admirer

saouzanet

1732
Daveenn : GReg pg decontenancer (rendre un adversaire interdit & confus)

dremm saouzanet

1732
Daveenn : GReg pg (air) effaré

Saouzanet evel un teuzer kloc'h.

1732
Daveenn : GReg pg fondeur (Etonné comme un fondeur de cloches.)

Gwidilañ, [gaoliñ], kroazigellañ a raent, o steuñviñ dirak he selloù saouzanet ur milendall dizirouestlus ha didermen.

1923
Daveenn : SKET p.79 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 79, lin. 9 kent an dibenn, e lec’h « gaolia » lenn « gaoli »").

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Daveenn : SKET p.43

saouzanet

1931
Daveenn : VALL pg ahuri

Un den saouzanet ne oar ket ken e pelec'h emañ, dindan levezon ur gwallzarvoud c'hoarvezet gantañ pe un hunvre deut da douellañ e spered.

1960
Daveenn : PETO p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial