Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Den a sav udb. (tiez, ur gevredigezh, un oberenn, loened, plant, h.a.). Unan eus saverien an unvaniezh eo. Saver-tiez, saver-listri, saver-moc'h : den zo e vicher sevel tiez, listri, moc'h. 2. Pemdez Saver-e-fri : den kurius. [1954] A-zruilhadoù e tirede ar saverien-o-fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

Stlabezet eskern o saverien-vogerioù, pulluc’het brec’h o brezelourien !

1923
Référence : SKET p.15

Selvanos a voe anezhañ, eta, kentañ saver tropelloù ha kentañ mesaer a ouenn Vanos.

1923
Référence : SKET p.55

[...] ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da glozañ, Dêvokatus a gredas, ken nerzhek ha ma’z oa, mont a-c’houren ouzh un doue.

1923
Référence : SKET p.141

saver

1931
Référence : VALL pg batisseur

saverien

1931
Référence : VALL pg batisseur

Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.

1944
Référence : EURW.1 p.203

Bez' e oa neuze person e Lanneured ur skrivagner anavezet mat evel saver pezhioù-teatr brezhonek : an Abad Brignou.

1944
Référence : EURW.1 p.94

Da ziwezhañ, e voe lodennet etre ar saverien werzioù, sonioù ha pezhioù[-]c’hoari brezhonek ur somm a 500 lur kinniget gant an itron Mosher.

1944
Référence : EURW.1 p.190

A-zruilhadoù e tirede ar saverien-o-fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap.

1954
Référence : VAZA p.23

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

Al loenedigoù-se eo gwellañ saverien krugelloù a gaver er bed.

1985
Référence : DGBD p40

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux