Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

v. I. V.g. Ober un trouz sklintin. Ouroulerioù o tintal ouzh gouzoug pep hini. Tintal a reas an horolaj. [1954] Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanternoz [...]. & Trl. skeud. Lakaat e gloc'h(ig) da dintal re skiltr : fougeal. Diwallit da soñjal e fell din lakaat ma c'hloc'hig da dintal re skiltr. HS. boleañ. HS. diñsal, seniñ. II. V.k.e. A. 1. (db. ar c'hleier) Seniñ. Ar c'hloc'h bihan a dintas daou daol. Ar c'hleier a dinto ar c'hañv. [1954] [...] goût 'ouie da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier. HS. diñsal. 2. Dre ast. (db. an dud) Lakaat kleier da seniñ. A-raok m'en doa gallet tintal an oferenn. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Reiñ da c'houzout (udb. da ub.). Un dra bennak en deus tintet din. & Ent krenn. Gouzout a rae piv en doa graet an torfed rak unan a dintas. DHS. lavaret. 2. NA DINTAL (UR) GER : na rannañ ger. An Aotrou Martin ne dintas ket ur ger. Ma maeronez ne dintas ger d'he breur. HS. faoutañ, lavaret, rannañ.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret : gout' ouie [goût 'ouie] da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier.

1954
Référence : VAZA p.23

Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».

1954
Référence : VAZA p.32

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Référence : VAZA p.45

Tintal a reas ar pellgomzer.

2023
Référence : DREAM p.45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux