Ar saon, ur saon don o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar pradeier, ur wazhennig dour bev ha seder a virbilhe, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an aozilh, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwez pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helvez, dindan kroz an avel en delioù, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel[-]krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Mots précédents
Mots suivants
pupli