Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Elv. & Pupli gwenn : elv gwenn. 2. Ent strizh Gwez uhel, moan ha gwevn-tre, o anv gouennad Populus nigra var. italica, a blanter war ribl ar gwazhioù, ar c'hanolioù, en douaroù gleb. Elv ha pupli.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar saon, ur saon don o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar pradeier, ur wazhennig dour bev ha seder a virbilhe, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an aozilh, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwez pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helvez, dindan kroz an avel en delioù, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

A bep tu ne weled nemet gwerjeoù ha leton, brouskoadoù kelvez, plant sap, tilh, kistin, p[u]pli.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial