Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Riklus. Ramp e oa ar bezhin. Mein, hentoù ramp. Eno e vez ramp ha me am bez aon rak kouezhañ. HS. lampr. 2. (db. an amzer) A ginnig kemm. Ramp eo an amzer. 3. Dre skeud. (db. an dud) Lik (dizoare). 4. Trl. skeud. Bezañ ramp e gorzailhenn : bezañ boas da evañ kalz a voeson. Hennezh ne laka ket en e votoù, ramp eo e gorzailhenn. 5. Impl. da anv hollek. Traoù zo ganin war ar ramp : traoù mallus am eus da ober. II. 1. (db. an divesker) Digor bras, gant an treid troet war an tu diavaez. Bezañ ramp e zivesker. Ar bugel-man zo chomet rampik. 2. Impl. da anv hollek. Dre ast. Bezañ ramp gant ub. : lakaat tizh evit kerzhet. [1877] Un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad [...].

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Référence : EKG.I. p.131

Lufret-kaer, ramp ha lintrus d’an heol evel skorn eo ar mein warno, hag int kement o-zeir ha teir c’hrec’hienn.

1923
Référence : SKET p.18

O gwelet a eure evel m’emaint hiziv c’hoazh, evel ma vezint da viken, garv, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastroc’het gant krenegelloù hag islonkoù, teñvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfoù tud ha loened o vreinañ, a eskern, hag a zismantroù o tivogediñ.

1923
Référence : SKET p.79

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux