Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Boud faltazius eus ar mojennoù kalz brasoc'h eget an dud wir. Kastell ar ramz. ES. korr, korrig. 2. Den pe dra brasoc'h e vent eget hini un den pe un dra ordinal. An Ao. Lezobre, ur ramz seizh troatad uhelder. 3. Dre ast. Den dibar zo dleet doujañs dezhañ. Ramzed, hor sent kozh.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

ramz

1850
Référence : GON.II pg ramps

ramzed

1850
Référence : GON.II pg ramps

ramzez

1850
Référence : GON.II.HV pg rampsez

ramzezed

1850
Référence : GON.II.HV pg rampsez

Ur souezh ar mogerioù maen-se a lavarfec’h ez int bet savet gant dorn ar ramzed a bantennadoù krec’hioù hag a dolzennoù roc’h a-bezh distaget diouzh tor ar menezioù !

1923
Référence : SKET p.15

Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla (5), an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.

1923
Référence : SKET p.27

E-kerzh an ergerzhioù-se eo e tigouezhas gant ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezho ivez Atir ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor pobloù, hor gouenn-dud (1).

1923
Référence : SKET p.30-31

Adaqi, mamm Bena, a oa anezhi ur gaer a vaouez, ha dezhi bout diwar gouenn ramzed an Noz.

1923
Référence : SKET p.41

Hogen ne glev ket an div ramzez klemm ar strilhennig-dour a dremen etre o bizied-treid.

1924
Référence : SKET.II p.49

Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an div ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azezañ er ribl o soubañ o zreid er stêr.

1924
Référence : SKET.II p.48

Ha, diouzh he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaouiñ dre gomzoù dievezh an emc’hloar en o c’halon.

1931
Référence : VALL p.39-40

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p17-18

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Référence : EURW.1 p19

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Référence : DGBD p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux