Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Boud faltazius eus ar mojennoù kalz brasoc'h eget an dud wir. Kastell ar ramz. ES. korr, korrig. 2. Den pe dra brasoc'h e vent eget hini un den pe un dra ordinal. An Ao. Lezobre, ur ramz seizh troatad uhelder. [1954] 3. Dre ast. Den dibar zo dleet doujañs dezhañ. Ramzed, hor sent kozh.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

ramz

1850
Daveenn : GON.II pg lañgouinek, pg ramps (adj. et s.m. géant, qui excède de beaucoup la stature ordinaire des hommes. homme extraordinairement grand).

ramzed

1850
Daveenn : GON.II pg ramps (géant, qui excède de beaucoup la stature ordinaire des hommes. homme extraordinairement grand. pour le plur. du subst.)

ramzez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rampsez (géante, celle qui excède la taille ordinaire. femme extraordinairement grande).

ramzezed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rampsez (géante, celle qui excède la taille ordinaire. femme extraordinairement grande. Pl.)

Ur souezh ar mogerioù maen-se a lavarfec’h ez int bet savet gant dorn ar ramzed a bantennadoù krec’hioù hag a dolzennoù roc’h a-bezh distaget diouzh tor ar menezioù !

1923
Daveenn : SKET p.15

Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla (5), an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.

1923
Daveenn : SKET p.27

E-kerzh an ergerzhioù-se eo e tigouezhas gant ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezho ivez Atir ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor pobloù, hor gouenn-dud (1).

1923
Daveenn : SKET p.30-31

Adaqi, mamm Bena, a oa anezhi ur gaer a vaouez, ha dezhi bout diwar gouenn ramzed an Noz.

1923
Daveenn : SKET p.41

Hogen ne glev ket an div ramzez klemm ar strilhennig-dour a dremen etre o bizied-treid.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an div ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azezañ er ribl o soubañ o zreid er stêr.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Ha, diouzh he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaouiñ dre gomzoù dievezh an emc’hloar en o c’halon.

1931
Daveenn : VALL p.39-40

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Ne veze pedet da boanial e[n]-dro dezhañ nemet ramzed, c’hwech [sic, c’hwec’h] pe seizh d’an nebeutañ, ha daoust da se bec’h o deveze a-wechoù gant o samm.

1954
Daveenn : VAZA p.53

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial