I.
1. [1499, 1659, 1732, 1850] Loenig divelfennek eus ar
c'herentiad Ranidae, genad Rana, hir e bavioù diadreñv, noazh ha glaswer e groc'hen.
[1732] Kan ar raned. Grakal a ra ar raned.
&
Gwele-raned : bloc'had gludek a c'hoarvez eus stroll ar vioù bet dozvet gant ar raned.
2. Ent strizh
Ar spesad Rana esculenta.
HS. glazig (ran), glazard, glesker, penndolog, skignan.
3. Trl. kv.
Bezañ noazh-ran, noazh evel ur ran(ig), en e ranig : hep an disterañ pezh dilhad.
4. Ger karantezus a implijer gant ar bugaligoù.
Ma ranig !
II.
Raniged : seurt kouignoù a vez graet gant bleud gwinizh, laezh, vioù ha prun pe rezin sec'h da vare Meurlarjez.
Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.
Dirazoun e lugerne glen sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezi gant bleuñiou lïesliviou, yuniou lagennek Kêrhamon leun a ganaouennou laboused ha raned, damguzet e-metou ar bouchadou hesg, er poullou-kurun islonkus hag e douriou gloandourek ar goueriou.