(impl. da doar. e troioù-lavar-zo)
1. Trl. BEZAÑ RAÑ GANT UB., UDB. : bezañ troet-bras gantañ. Ran eo gant ar merc'hed. Ran eo gant ar c'hontadennoù.
HS. gwrac'h, nay, pitilh, sot.
2. Trl.
Ober e ran : na gavout hir an amzer, kaout plijus e damm buhez.
Ar Fontanella a reas e ran e maner Koadelan. Ober a rae e ran e-unan-penn en e vurev.
&
Ebatal, kemer e blijadur.
Amzer o doe d'ober o ran. An deiz-se e ris ma ran.
3. (db. ar genwerzhourien, ar varc'hadourien)
Trl.
Ober e ran : gounit arc'hant (o werzhañ traoù).
Ar varc'hadourien a ra o ran. An ostizien ha paotred ar c'hazetennoù a rae o ran en amzer ar votadegoù.