Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo, bet ub. ouzh e rannañ (I). 2. BEZAÑ RANNET E MEUR A LODENN : bezañ al lodennoù-se ouzh e ober. An noz a oa rannet e peder lodenn. Rannet e oa ar barrez en unnek trev. Rannet e oa ar Gelted e meuriadoù. ES. dirann. 3. Zo troc'het, faoutet. Rannet eo ar voger. & Dre skeud. Rannet eo e galon : glac'haret-bras eo. [1878] Bennozh Doue deoc’h, Yann ar Mest, da vezañ deuet da welet un intañvez rannet he c’halon ; ho mignon Paol a zo aet d’ar marv. 4. Dre ast. (db. an dud, ar pobloù) Dispartiet gant an dizunvaniezh. Abalamour da se eo rannet Iwerzhon. Eno, 'm eus aon, eo rannet an dud.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

He c'halon drist a oa rannet / Gant un nec'hamant diremed, / Pa welas he mab o wadañ / war bleñchenn menez Golgota.

1677
Référence : Do. p66

rannet

1732
Référence : GReg pg diviser (partager, separer en plusieurs parties)

rannet en deus e holl dra e teir lodenn ingal

1732
Référence : GReg pg (il a) divisé (son bien en 3 portions égales)

rannet

1850
Référence : GON.II.HV pg rannet

Bennozh Doue deoc’h, Yann ar Mest, da vezañ deuet da welet un intañvez rannet he c’halon ; ho mignon Paol a zo aet d’ar marv.

1878
Référence : EKG.II p.79-80

Spouronet-holl, o ruziañ gant ar vezh, rannet he c’halon, e savas en he sav o klask un arm bennak.

1923
Référence : SKET p.103

Rannet ez oa ar Skaled en un niver bras a veuriadoù.

1923
Référence : SKET p.126

An arc’hant-se a zo bet rannet entre an div intañvez.

1925
Référence : BILZ2 p.177

Evel-se e oa rannet an dud er vro a-bezh : [d]iv gostezenn, kleiz ha dehou, [a]r Chouanted hag ar Republikaned.

1944
Référence : EURW.1 p83

Da gentañ, etre meur a zepartamant ' Vo rannet rouantelezh Frañs, hep damant D'an eskoptioù kozh bet savet pell ' zo ' Vit m'o devo holl ment hevelep er vro.

1960
Référence : PETO p16

Hetiñ a ran e c'helljed lavarout kement all diwar-benn pep Breizhad a vez oc'h ergerzhout ar bed, er broioù-se dreist-holl ma vez tu d'ar galon da vezañ rannet aliesoc'h eget kennerzhet.

1985
Référence : DGBD p152

Elena, rannet he c'halon etre ar garantez a vag, hogozik en desped dezhi hec'h-unan, e-keñver Paris hag ar c'heuz da vezañ kuitaet Sparta ha Menelaos

2016
Référence : ILIAS p. 6

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux