Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

G. I. 1. [1499, 1659, 1850, 1931, 2012] Bronneg bihan krigner gouez eus ar c'herentiad Muridae, hir-tre e lost, sperius-kenañ, zo meur a spesad anezhañ oc'h annezañ ar bed a-bezh. 2. Ent strizh Razh e anv spesad Rattus norvegicus, a vev e kêr er c'hanoù-skarzh, er sanailhoù, h.a., ha war ar maez er lec'hioù dourek. [1850] N'eo ket kreñv a-walc'h ar razh evit pakañ razhed. [2012] Garmiñ evel ur razh. 3. Trl.skeud. (db. komzoù an dud) [1931] Dont ar c'hazh d'ar razh : kregiñ da venegiñ an traoù pouezus (goude bezañ bet o tivizout pell pe belloc'h diwar-benn traoù dister). [1931] Bremañ e teu ar c'hazh d'ar razh ! & Mont eus ar razh d'ar c'hazh : cheñch trumm danvez e gaoz hep na vefe liamm ebet gant ar pezh a oa anv anezhañ just a-raok. & A-benn ma ya ar c'hazh d'ar razh : ur wech peurlavaret kement a oa da vezañ lavaret, ur wech klozet ar gaoz da vat. II. (dirak un ag.) 1. Razh-doñv : razh-Indez. 2. RANNYEZH Razh-koad : unan eus an anvioù a roer d'ar gwiñver. III. Dre skeud. (db. an dud) 1. Razh-iliz : den douget-kenañ d'ar relijion, a zarempred kalz an oferinier. 2. Trl. kv. Paour-razh, paour evel ur razh, ur razh-iliz, ur razh-dour, ur razh-touzet : paour-kenañ.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

razh

1499
Référence : LVBCA p173 (rat)

razhed

1659
Référence : LDJM.1 pg raset

razh

1659
Référence : LDJM.1 pg rat

razhed

1659
Référence : LDJM.1 pg rat

razhed

1850
Référence : GON.II pg râz

razh

1850
Référence : GON.II pg râz

n'eo ket kreñv a-walc'h ar razh-se evit pakañ razhed

1850
Référence : GON.II pg râz

razh

1850
Référence : GON.II pg râz

Gwechall ar razh, ar goulm, ar vaot hag an heizez / O-fevar 'vel unan, veve gant karantez.

1867
Référence : MGK p45

— « Mont a raent, emezo, / Da glask pell ac'hano / Razhed all d'o harpañ a-enep ar c'hizhier. »

1867
Référence : MGK p117

Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.

1867
Référence : MGK p116

Ur c'hazh paotr mat, gwazh ha ne voa tanav, Krign-migourn e anv, A zidoulle ker brav ar razhed a bep korn, Na welet anezho nag hini kamm na born, Kement en doa lakaet d'ober er bailh o lamm. An nebeud a voa c'hoazh, evit tizhout o zamm, Ne gredent mont er-maez, Gant aon na vijent gwazh.

1867
Référence : MGK p34

Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »

1867
Référence : MGK p46

Mes, evel a lavar ar re gozh : "Da gazh mat, razh heñvel".

1877
Référence : EKG.I. p.88

Lavar deomp, sitoian beleg, eme ar c’habiten d’an Aotrou Gall, lavar deomp e pelec’h emañ egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan en ti-mañ, ha, mard emañ kuzhet amañ, e vezo rostet mesk-e-mesk gant al logod hag ar razhed.

1878
Référence : EKG.II p.168

Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

razhed

1931
Référence : VALL pg athérure

razh-dornek

1931
Référence : VALL pg aye-aye

razh lost-tañvouez

1931
Référence : VALL pg athérure

bremañ e teu ar c'hazh d'ar razh

1931
Référence : VALL pg (maintenant on en vient aux) acte(s)

Aotrou, ma oa va mestr, perak e touge ur maskl war e zremm ? Ma oa va mestr, perak garmiñ evel ur razh ha tec'hout diouzhin ?

2012
Référence : DJHMH p.67

Diwar logodenn ne vez ket razh, Aotrou komiser.

2015
Référence : EHPEA p76

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux