G.
I.
1. [1499, 1659, 1850, 1931, 2012] Bronneg bihan krigner gouez eus ar c'herentiad Muridae, hir-tre e lost, sperius-kenañ, zo meur a spesad anezhañ oc'h annezañ ar bed a-bezh.
2. Ent strizh
Razh e anv spesad Rattus norvegicus, a vev e kêr er c'hanoù-skarzh, er sanailhoù, h.a., ha war ar maez er lec'hioù dourek.
[1850] N'eo ket kreñv a-walc'h ar razh evit pakañ razhed. [2012] Garmiñ evel ur razh.
3. Trl.skeud.
(db. komzoù an dud)
[1931] Dont ar c'hazh d'ar razh : kregiñ da venegiñ an traoù pouezus (goude bezañ bet o tivizout pell pe belloc'h diwar-benn traoù dister).
[1931] Bremañ e teu ar c'hazh d'ar razh !
&
Mont eus ar razh d'ar c'hazh : cheñch trumm danvez e gaoz hep na vefe liamm ebet gant ar pezh a oa anv anezhañ just a-raok.
&
A-benn ma ya ar c'hazh d'ar razh : ur wech peurlavaret kement a oa da vezañ lavaret, ur wech klozet ar gaoz da vat.
II.
(dirak un ag.)
1. Razh-doñv : razh-Indez.
2. RANNYEZH
Razh-koad : unan eus an anvioù a roer d'ar gwiñver.
III.
Dre skeud.
(db. an dud)
1. Razh-iliz : den douget-kenañ d'ar relijion, a zarempred kalz an oferinier.
2. Trl. kv.
Paour-razh, paour evel ur razh, ur razh-iliz, ur razh-dour, ur razh-touzet : paour-kenañ.
n'eo ket kreñv a-walc'h ar razh-se evit pakañ razhed
né két kré awalc'h ar c'hâz-zé évit paka râzed
1850
Daveenn :
GON.II
pg râz
razh
râc'h
1850
Daveenn :
GON.II
pg râz
Gwechall ar razh, ar goulm, ar vaot hag an heizez / O-fevar 'vel unan, veve gant karantez.
Gwechall ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez / Ho fevar 'vel unan, veve gant karantez.
1867
Daveenn :
MGK
p45
— « Mont a raent, emezo, / Da glask pell ac'hano / Razhed all d'o harpañ a-enep ar c'hizhier. »
— « Mont a reant, eme z-ho, / » Da glask pell ac'hano / » Razed all d'ho harpa a enep ar c'hisier.
1867
Daveenn :
MGK
p117
Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.
Er Sao-Heol ema 'r brud (pep bro 'n deuz marvaillou), / E voe gwechall eur raz skuiz o veva er bed.
1867
Daveenn :
MGK
p116
Ur c'hazh paotr mat, gwazh ha ne voa tanav, Krign-migourn e anv, A zidoulle ker brav ar razhed a bep korn, Na welet anezho nag hini kamm na born, Kement en doa lakaet d'ober er bailh o lamm. An nebeud a voa c'hoazh, evit tizhout o zamm, Ne gredent mont er-maez, Gant aon na vijent gwazh.
Eur c'haz paotr-mad, goaz ha ne voa tano, Krign-migourn he hano, A zidoulle ker brao ar razed a bep korn, Na welet anez-ho nag hini kamm na born, Kement en d-oa lakeat d'ober er bail ho lamm. Ann nebeud a voa c'hoaz, evit tizout ho zamm, Ne gredent mont er meaz, Gant aoun na vijent gwaz.
1867
Daveenn :
MGK
p34
Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »
Ar raz, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignouned, / Petra zo n'omp hirio nemet tri da leina ? »
1867
Daveenn :
MGK
p46
Mes, evel a lavar ar re gozh : "Da gazh mat, razh heñvel".
Mez, evel a lavar ar re goz : "Da gaz mad, raz hevel".
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.88
Lavar deomp, sitoian beleg, eme ar c’habiten d’an Aotrou Gall, lavar deomp e pelec’h emañ egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan en ti-mañ, ha, mard emañ kuzhet amañ, e vezo rostet mesk-e-mesk gant al logod hag ar razhed.
Lavar d’eomp, sitoian belek, eme ar c’habiten d’an Aoutrou Gall, lavar d’eomp e peleac’h eman egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan enn ti-man, ha, mard-eman kuzet aman, e vezo rostet mesk-e-mesk gand al logod hag ar razed.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.168
Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.
Eun den deuz Trelevern en nevoa kuzet ‘barz eun toull-moger eur billet kant lur. Pa deuaz d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gand ar rac’hed.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
razhed
razed
1931
Daveenn :
VALL
pg athérure
razh-dornek
raz-dournek
1931
Daveenn :
VALL
pg aye-aye
razh lost-tañvouez
raz lost-tañvouez
1931
Daveenn :
VALL
pg athérure
bremañ e teu ar c'hazh d'ar razh
brema e teu ar c'haz d'ar raz
1931
Daveenn :
VALL
pg (maintenant on en vient aux) acte(s)
Aotrou, ma oa va mestr, perak e touge ur maskl war e zremm ? Ma oa va mestr, perak garmiñ evel ur razh ha tec'hout diouzhin ?