I.
Ag. am.
(dirak un ak. degaset gant ar gm. s.)
Holl.
Gwerzhet eo bet razh an traoù : holl an traoù.
E-pad razh an amzer-se : e-pad holl an amzer-se.
Bet int razh dre ar vro : holl dre ar vro, er vro a-bezh.
&
Ne c'haller ket gouzout razh an traoù : gouzout pep tra.
II.
Adv.
1. (gant ur v.)
Holl.
Deuet e oant razh. Emaint razh a-du gantañ. Lavaret a rin an dra-se dezho razh. O anavezout a ran razh a-bezh.
2. (dirak un adv.)
Penn-da-benn.
Gwisket eo razh a-nevez. Debriñ an tamm razh a-grenn.
3. G. pouez.
Holl, krenn.
Skarzhet-razh eo ar voutailh. Disheñvel-razh int o-daou. Me 'baeo tout pizh-razh en un taol.
&
Holl-razh : penn-da-benn.
Ar gwez zo bet skubet holl-razh gant ar gorventenn.
4. Tr. adv.
Da gentañ razh, kentañ razh, a gentañ razh : da gentañ holl.
Da gentañ razh e lennin pizh ho tisplegadennoù.
Daveenn :
BROU
p413 (ex-aequo ; on dit aussi rac'h-ha-rac'h ; ce mot est employé par les enfants dans leurs jeux pour dire que deux adversaires sont à égale distance du but)
bezañ rac'h
beza rac'h
1931
Daveenn :
VALL
pg (être ex) aequo
Koulskoude 'z an da zisklêriañ, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueriañ / Ha d'ho sebeziñ, klok ha rac'h, / N'on ket ur gwaz, hogen ur plac'h.
Koulskoude ' z an da ziskleria, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueria / Ha d'ho sebezi, klok ha rac'h, / N'on ket eur gwaz, hogen ur plac'h.