1. Abadenn, darvoud ma vez un niver a dud, a loened, o redek a-gevret (diwar spont da sk.).
Ur redadeg deñved gant ur c'hi war o lerc'h.
2. Ent strizh
Abadenn a seurt-se (1) evit kevezañ (etre tud, loened, kirri-tan, h.a.).
Mont da arvestiñ ouzh ur redadeg kezeg. Redadeg dreist kili.
Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho
Ker pouezek eo an trec’h-ze ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihana brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, eun hanter-benn c’hoaz uheloc’h eget ar brasa eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourennadeg war ar c’hrenva anezo
1923
Référence :
SKET
p.32
D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.
D’ar re-man o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennou, ar pesked a neunv e douriou ar mor, ar gwall-vorviled a vev en dounderiou anezan, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennou mezus.
1923
Référence :
SKET
p.117
An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krenañ gant o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an delioù.
An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krena gand o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an deliou.