Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Abadenn, darvoud ma vez un niver a dud, a loened, o redek a-gevret (diwar spont da sk.). Ur redadeg deñved gant ur c'hi war o lerc'h. 2. Ent strizh Abadenn a seurt-se (1) evit kevezañ (etre tud, loened, kirri-tan, h.a.). Mont da arvestiñ ouzh ur redadeg kezeg. Redadeg dreist kili.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho

1923
Daveenn : SKET p.32

D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.

1923
Daveenn : SKET p.117

An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krenañ gant o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an delioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

redadeg

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

redadegoù Korle

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial