I.
Ger a implijer e troiennoù evit geriañ un abeg.
II.
Tr. ar.
En askont da : abalamour da.
En askont da se. En askont da gounnar ar roue. Kalz a boan am eus bet en askont dezhañ.
III.
Tr. stl. isur.
1. En askont : abalamour.
Kredet hoc'h eus en askont hoc'h eus gwelet.
2. En askont ma : abalamour ma.
Kondaonet e voe en askont ma prezege enep al lezenn.
En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket-bras, hag a oa plac'h a relijion.
En Hellegoad e veze alies leinou gras a veze pedet d'ezo ar perc'henned enorusa eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fanch Roparz en askont d'ar verc'h hena Anna a oa desket bras, hag a oa plac'h a relijion.