Chachañ a rae war ar c’horn-se e-pad an deiz, ha kaer en [deze] chachañ, tamm moged ebet ne deue : butun-karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skolpennadoù, mouest an treujennoù, diaes-meurbet da danañ. Ha Jarlig a chache, chache, a grañche, moged tamm ne deue.
Chacha a rê war ar c’horn-ze e-pad an de, ha kaer an nije chacha, tamm moged ebet ne deue : butun karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skolpennadou, moest an treujennou, diês meurbed da dana. Ha Jarlig a chache, chache, a grainche, moged tamm ne deue.