YEZHAD.
I. Ger, strollad gerioù pe lavarenn ereet ouzh ur ger, ur strollad gerioù pe ul lavarenn all a-benn klokaat pe spisaat ar ster anezhañ, anezhi.
&
Renadenn dieeun : degaset gant un araogenn.
&
Renadenn eeun : hep araogenn dirazi.
II.
1. Renadenn-anv : anv, raganv degaset gant ar ger-mell strizh pe gant ur ger perc'hennañ a lakaer da-heul un anv, ur raganv n'eus ger-mell ebet dirazañ hag a dalvez da spisaat ar ger kent-se.
2. Renadenn-anv-gwan : anv, raganv pe anv-verb stag ouzh un anv-gwan, zo degaset gant un araogenn.
3. Renadenn doareañ : anv, anv-verb, strollad anvioù, degaset gant un araogenn prl., a dalvez da spisaat an doare ma vez graet, ma c'hoarvez udb. e-keñver al lec'h, an amzer, an abeg, ar pal, h.a.
4. Renadenn-dra : anv, raganv, degaset gant un araogenn pe get, a arouezer gantañ un den, un dra a zoug un ober - graet gant ar rener - warnañ.