Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

YEZHAD. I. Ger, strollad gerioù pe lavarenn ereet ouzh ur ger, ur strollad gerioù pe ul lavarenn all a-benn klokaat pe spisaat ar ster anezhañ, anezhi. & Renadenn dieeun : degaset gant un araogenn. & Renadenn eeun : hep araogenn dirazi. II. 1. Renadenn-anv : anv, raganv degaset gant ar ger-mell strizh pe gant ur ger perc'hennañ a lakaer da-heul un anv, ur raganv n'eus ger-mell ebet dirazañ hag a dalvez da spisaat ar ger kent-se. 2. Renadenn-anv-gwan : anv, raganv pe anv-verb stag ouzh un anv-gwan, zo degaset gant un araogenn. 3. Renadenn doareañ : anv, anv-verb, strollad anvioù, degaset gant un araogenn prl., a dalvez da spisaat an doare ma vez graet, ma c'hoarvez udb. e-keñver al lec'h, an amzer, an abeg, ar pal, h.a. 4. Renadenn-dra : anv, raganv, degaset gant un araogenn pe get, a arouezer gantañ un den, un dra a zoug un ober - graet gant ar rener - warnañ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial