1. Oberiadur ren.
Kemer renadur un arme. Dindan e renadur.
2. Pad ar ren-se.
Evel dug e teraou renadur Alan Varvek e 938. Er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue.
DHS ren (ak. g.)
Daveenn :
GReg
pg conduite (l'action de conduire en chemin)
renadur Doue
rénadur Doué
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg rénadur
renadur
rénadur
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg réadur
renadur
rénadur
1850
Daveenn :
GON.II
pg rénadur
Renadur ar bodadegoù a zo roet d'an Drouiz-Veur.
Renadur ar bodadegou a zo roet d'an Drouiz-Veur.
1909
Daveenn :
REZI
p. 9
Da-heul barn Gorsedd Beirrdd Ynys Prydain, en Llangollen, 1908, ha goude Gorsedd kuzh Keumbri ha Barzhed Breiz, unanet en Brest, 1908, dindan renadur an Archderwydd kannad Cadfan, kement-mañ a zo bet emglevet etre an daou C'horsedd
Da heul barn Gorsedd Beirrdd Ynys Prydain, en Llangollen, 1908, ha goude Gorsedd kuz Keumri ha Barzed Breiz, unanet en Brest, 1908, dindan renadur an Archderwydd-kannad Cadfan, kement-ma a zo bet emglevet etre an daou C'horsedd
1909
Daveenn :
REZI
p.20
Kelted o tont en Itali eus glannoù ar Roen, "Gaisati", "Germani", dindan renadur ur penngadour belgiad, Virdomaros e anv, douaren Rênos [...].
Kelted o tont en Itali eus glannou ar Roen, "Gaisati", "Germani", dindan renadur eur pengadour belgiad, Virdomaros e ano, douaren Rênos [...].
1923
Daveenn :
SKET
p.150 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenou ha skrivet an danevellou warno, er seizvet bloavez eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
1923
Daveenn :
SKET
p.11
Eveshaat a reas ouzh ar gouennoù a zeuje diouto brasañ talvoudegezh da vab-den el labourioù-kêr pe er brezel, hag e voazas anezho da sentiñ ouzh mouezh pe jestr ha da boelladiñ war labourioù a bep doare dindan e renadur.
Evesaat a reas ouz ar gouennou a zeuje diouto brasa talvoudegez da vab-den el labouriou-kêr pe er brezel, hag e voazas anezo da senti ouz mouez pe jestr ha da boelladi war labouriou a bep doare dindan e renadur.
1923
Daveenn :
SKET
p.56
Te eo a gemero war o lerc’h renadur bagad an Alc’houeder.
1923
Daveenn :
SKET
p.104
Emichañs e lavare el lizhiri a gase da Baris : "Kement-mañ-kement a gilometradoù hent a zo bet digoret dindan va renadur !"