rener ha direner
An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.
rener diharz
Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.
"Poent ha tremen poent eo deoc'h stagañ da skrivañ hoc'h envorennoù [sic, eñvorennoù]", eme renerien Al Liamm, Ronan Huon ha Per Denez.
Dirak an daez e korolle ur bagad paotred yaouank ha bugale – ar « bataillon sacré » eme o rener, ul leanez – gant peb [pep] a sae wenn e-dro dezho, darn gant ul letern alaouret, darn all gant ul lestr-ezañs, met an darn vuiañ gant ur banerig leun-kouch a vleunioù en o c’herc’henn.
D’abardaez ’vat e voen galvet da gambr rener ar skolaj : « Ac’hanta, mabig, petra ’ c’hoari ganit ? – Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ned in ket amañ da vloaz, rak o vezañ n’on ket troet da vont d’ar c’hloerdi bras, n’emañ ken va mamm-gozh, hervez va zad, e-sell da baeañ evidon ».
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.
Lennet em boa se e-barzh ur studiadenn embannet e 2003 gant CBB Développement, ur greizenn treuzkas teknologiezh eus Roazhon eme Jean-François Lorée rener uzin Les Ceillers Associés en Pleudehen.
Chom a ran a-sav dirazi ha goulenn bezañ degemeret gant an aotrou rener. "Un emgav hoc'h eus?" a c'houlenn ouzhin, yen.
Neuze e teuas Thomas d'ar gêrig hag e voe lakaet da rener ar produiñ el labouradeg pesked.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
rener