Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. Ambroug ub., ul loen bnk., udb. en ur zelc'her krog ennañ. Ren ar c'hezeg betek ar marchosi. & Dre heveleb. Ren e varc'h-houarn : e gas en e gichen en ur vale. HS. kas. B. 1. Bezañ da vestr o kas en-dro, o verañ un embregerezh, un obererezh bnk. Ren ur vro, ren aferioù ur vro. Ren ur stourm, ur brezel. Ren ur skol. 2. Bezañ da vestr o kas en-dro, o henchañ labour, obererezh ub., ur strollad tud bnk. Ren skolidi. C. 1. Bezañ (un oad bnk.). Ar c'hoshañ anezho a oa o ren e unnek vloaz hepken. O ren ma hanter-kant vloaz emaon abaoe c'hwec'h miz. [1924] Bilzig a rene e unnek vloaz, ha n’en devoa ket c’hoazh graet e bask kentañ. 2. Kas (ur prantad eus e vuhez). Pa oan o ren ma yaouankiz : pa oan yaouank. 3. Trl. Ren e vuhez : bevañ diouzh e c'hoant. Ren ur vuhez santel. Ren ur vuhez direol. & Hep ren tenn-anal ebet : hep diskuizhañ. D. YEZHAD. Degas e furmoù d'ur verb, bezañ ar rener. An anv a vez o ren ar verb a reer rener anezhañ. II. V.g. A. 1. (db. ar rieien) Embreger ar galloud war e zouaroù, e bobl. Ren war ur vro. Ur roue a oa o ren er vro. Frañsez II a renas adalek 1458 betek 1488. 2. Dre skeud. (db. an dud) Bevañ. Ar bugel-se en deus re a spered, hennezh ne reno ket. Daou vugel a oa marvet ha c'hwec'h a oa chomet da ren. B. Dre ast., difetis 1. (db. ar fedoù) Bezañ staliet en un doare dalc'hus en ul lec'h bnk. Eno e rene ar peoc'h hag an emglev. Ar freuz a ren er vro-se. Abaoe m'emañ ar gaoz-se o ren. [1924] Un nebeud goude, ar peoc’h a renas adarre er bourk. 2. (db. an amzer a ya e-biou) Mont en-dro. Gwechall ne oa ket brav d'an dud gant ar vuhez a oa o ren. Goulenn outañ petra a soñj diwar-benn an amzer a ren. En amzer zo o ren eo gwelloc'h tevel. & Ent strizh (db. ar prantadoù) Mont e-biou, tremen. E-pad ma reno 1995. Ar bloaz o ren, ar bloaz a ren. Ar sant zo e ouel o ren. 3. (db. an obererezhioù) Mont en-dro. Pa oa ar pred o ren. Un oberiantiz espar a rene war al leur. 4. Bezañ. & (db. an traoù difetis) Ur c'hemm bras a ren etrezo. & (db. an traoù fetis) Marellet e oa ar pondalez a ren etre ar pileroù gant bleunioù. III. V. em. (db. an dud) EN EM REN : ren (I C 3) e vuhez. An den en em ren gant kiriegezh. DHS. dezren, emren, heren.

Skouerioù istorel : 
69
Kuzhat roll ar skouerioù

ren

1499
Daveenn : LVBCA p174 (mener)

renet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reet

ren ha deren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mener (& ramener)

ren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg regner

ren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg conduire

Steredenn-ar-C'hi a vez o ren adalek ar bevare deiz warn-ugent eus a viz Gouere, bete an drede warn-ugent a viz Eost

1732
Daveenn : GReg pg (la) canicule (est depuis le 14 Juillet, jusqu'au 13 Aoust)

reet

1732
Daveenn : GReg pg amener (pp.), guider (conduire, mener, pp.)

ren

1732
Daveenn : GReg pg amener, guider (conduire, mener)

en dra edo an Empalaer Charlez ar Bras o ren

1732
Daveenn : GReg pg (sous l') empereur (Charlemagne)

ar bloaz a red, a ren

1732
Daveenn : GReg pg (l'année) courante

reet, ha direet

1732
Daveenn : GReg pg conduire

renet, ha direnet

1732
Daveenn : GReg pg conduire

ren ha diren

1732
Daveenn : GReg pg conduire (mener & ramener)

renet mat en deus e di

1850
Daveenn : GON.II pg réna, réni

renañ

1850
Daveenn : GON.II pg hiñcha, heñcha, réna, réni, sturia

reniñ

1850
Daveenn : GON.II pg réna, réni

roet en deus din ar ren eus e vadoù

1850
Daveenn : GON.II pg rén

renet

1850
Daveenn : GON.II pg réna, réni

ra reno pell c'hoazh hon roue

1850
Daveenn : GON.II pg réna, réni

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Daveenn : MGK p25

Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !

1867
Daveenn : MGK p120

« Ar yar avat a ro din boed, / Ar yar d'an dour a deu ganen / Hag e pep lec'h zo oc'h va ren, / Oc'h va diwall, gant he askell, / Dioc'h ar riv ha dioc'h ar sparfell.

1867
Daveenn : MGK p135

Ar sae varzhek n'hall bezañ gwisket nemet e lidoù ar Gorsedd digor, renet gant an Drouiz-Veur pe gant un Drouiz kemennet gantañ.

1909
Daveenn : REZI p. 6

Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladoù blev melen tog-brezel arem an Aulerked (4), da stouiñ ouzhin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dorn, da sklêrijenniñ va spered, da gadarnaat va c’halon !

1923
Daveenn : SKET p.23

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !

1923
Daveenn : SKET p.7

Nemet hiziv e ren el lec’hioù-se an digenvez hag an didrouz.

1923
Daveenn : SKET p.15

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Daveenn : SKET p.27

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Daveenn : SKET p.29

Ne voe tra biskoazh evit strafilhañ o hegarated hag o sioulded-spered, nag an emglev-mat, an unvan hag ar gengarantez o ren etrezo [...].

1923
Daveenn : SKET p.44

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Daveenn : SKET p.45

Dre ren ho puhez diouzh ar sturiennoù-mañ e vevot, hag e savot dreist d’ar pobloù all.

1923
Daveenn : SKET p.50

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.105

He c’hoarezed, avat, a gavas diviet-holl gant ar glac’har hag ar veilhadenn m’oant o paouez ren.

1923
Daveenn : SKET p.110

450-400 Ar biturix « roue ar bed » Ambikatus o ren war Geltia (D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 297-393).

1923
Daveenn : SKET p.149 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Un nebeud goude, ar peoc’h a renas adarre er bourk.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ha gant ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he divjod.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

An amzer nad a ket ganto da gantren war varc’h a gasont er gêr o ren buhez gadal ha didalvez.

1924
Daveenn : SKET.II p.66

En difraostadennoù, er parkoù hag er c’hêriadennoù anezho emañ ur peoc’h bras o ren, pa na glever ganto na garm na dael.

1924
Daveenn : SKET.II p.68

Goude pardon ar Rozera, Izabel, skuizh a gorf hag a ene, o ren un hevelep buhez, a chomas er gêr [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

An devezhioù a-hed an devezhioù en em astenne ; Bilzig a rene e unnek vloaz, ha n’en devoa ket c’hoazh graet e bask kentañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

en em ren evel

1931
Daveenn : VALL pg agir (en homme)

emañ o ren e hanter-kant vloaz

1931
Daveenn : VALL pg (il est dans sa cinquantième) année

aer o ren tro-dro

1931
Daveenn : VALL pg (air) ambiant

ren ur vuhez c'harv

1931
Daveenn : VALL pg austèrité

renet

1931
Daveenn : VALL pg administrer

ren

1931
Daveenn : VALL pg administrer

ren

1931
Daveenn : VALL pg (être dans telle) année (en parlant de l'âge)

Goude ma ne vije ket diarvar an evezhiadennoù-se - ha n'int ket, e gwirionez - n'ez eus tra ebet evit bezañ, a priori, a-enep da seurt ledadoù-head kozh, o vezañ ma oa heñvel, emichañs, an hin a rene e-pad ar skornidigezhioù kentwürmek ouzh an hini a oa o ren e-pad ar skornidigezh würmek.

1943
Daveenn : TNKN p35

TRIZEKVET PENNAD Ar spont a ren

1944
Daveenn : ATST p.79

An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver, ouzh e skoazellañ un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

An deiz-se e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en ur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Ur peoc'h skornet a rene ; ar « pion » a yae hag a zeue en ul lenn e vreviel.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Pa voen bet daou viz o ren ar vuhez oberiant-se, ha graet ganin ma c’horf eus ar vicher, e voen dibabet a-gevret gant ugent all eus ar 48vet da vont da studiañ da Sant-Brieg en ur gompagnunezh graet gant re zesketañ peder [sic] rejimant 19vet kevrennad an 10vet rannad arme.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Bep noz, dindan an deltenn, Ti Kaniri Breizh a rene gant brezhoneg nemetken.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205-206

Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?

1949
Daveenn : SIZH p.45

Met setu deuet an eur ma tlean, war an tomm, / D'ar re a ren ar Vro reiñ difazi d'anaout / Ha stag e fell deoc'h chom bepred ouz eskob Rom / Pe sentiñ ouz an urzh. Ho respont 'rankan kaout.

1960
Daveenn : PETO p15

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Daveenn : PETO p28

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Beleg, n'eus mui nag aeled na Doue ; / Maro int holl da heul hor c'hozh Roue. / Hon doueez fur, Skiant-Vat, a ren : / Ha doueoù all na Kristoù n'eus ken.

1960
Daveenn : PETO p35

Adsevel pobl Vreizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roio an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d'en em ren hec'h-unan.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Kregiñ a ra da ren buhez sioul al lestr, a vo va hini e-doug pemzek devezh all c'hoazh.

1985
Daveenn : DGBD p11

An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

"Ne welan ket anezhañ nemeur er mare-mañ." "Gwir ?" eme Utterson. "Me grede din e oac'h o ren imbourc'hioù a-gevret."

2012
Daveenn : DJHMH p21

Savourien an nev hag ar groazenn, koulskoude, o doa roet digor en o zresad d'an holl nevezadennoù diouzh ar c'hiz, re ar goteg flammheñvel, argaset o doa diouzh o steuñv kalz a bennreolennoù sevel hag a oa bet o ren er chanter kozh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Emañ an hevelep kalm-mik o ren er gêr.

2015
Daveenn : EHPEA p18

An itron Anna, honnezh a ren an ti. Div wezh ar sizhun e teu ivez div Jorjianez, da gempenn an ti.

2015
Daveenn : EHPEA p47

Arabat bezañ hegredik pa gaser seurt taolioù da benn: evel ma lâre Martin Luther King, "Un touell eo soñjal e teuy ar justis da ren a-drugarez d'ar vuhezegezh ha d'an nerzh kendrec'hiñ an dud. [...]"

2015
Daveenn : DISENT p54

Notennoù studi

Verb savet war ar wrizienn "re-" staget an dibenn-verb "-n" outi.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial