Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar Stadoù, ar broioù) Zo meret gant he aozadurioù dezhi he-unan. Ur rannvro emren. Breizh a vanas emren betek 1789. 2. (db. an dud) A ren e vuhez hep bezañ sujet ouzh hini all ebet. Daoust d'e namm ez eo c'hoazh emren. 3. Impl. da anv hollek. Emrenerezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

emren

1931
Daveenn : VALL pg autonome

Ar skolaj avat a oa un dra emren, ha ne oa tu ebet da lakaat ar vugale da sujañ.

1985
Daveenn : DGBD p5

Kentoc'h evit ur rekipe e kinniger amañ un toullad goulennoù koulz hag un nebeud teknikoù a servijo d'ar stourmerien da vezañ emrenoc'h ha kreñvoc'h a-dal d'o enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p15

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Gwelloc'h eo neuze respont oc'h adkemer ar gerioù hag a zo er goulenn. Evel-se eo emren ho respontoù penn-da-benn.

2015
Daveenn : DISENT p120

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial